Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/509

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 69.

Krogen blevennek an hini a vale en he dorfedou.
23 An Aotrou Hen deuz lavaret : Me ho digaso euz Basan,
Me ho digaso euz dounderiou ar mor ;
24 Evit ma plonji da droad er goad,
Ma hen devezo teod da chas he lod euz an enebourien.
25 Gwelet eo bet da vale, o Doue,
Bale ma Doue, ma Roue, er santuar.
26 Ar ganerien a iea araog ; goude ar c’hoarierien delen,
En kreiz ar merc’hed iaouank pere a sko var an taboulin.
27 Benniget Doue en asambleou,
Benniget an Aotrou, c’hwi pere a ia er meaz euz a vammen Israel !
28 Eno ema Benjamin ar bihan, ar rener ;
Prinsed Juda hag ho banden ;
Prinsed Zabulon ; prinsed Neftali.
29 Da Zoue Hen deuz urzet da nerz.
Strata, o Doue, ar pez Hec’h euz groet evidomp !
30 Ebarz da dempl pehini a zo en Jerusalem,
Ar roue a zigaso profou d’id.
31 Gourdrouz loen ar penduennou,
Ar vanden golleou gant loueou ar boblou,
Ar re pere a zo gwisket a lanviennou arc’hant ;
Sklabeza a ra ar boblou pere en em blij er brezelliou.
32 Ar re vras a deuo euz en Ejipt.
Kush a asto asten he daouarn entrezeg Doue.
33 Rouantelezou an douar, kanit da Zoue !
Meulit an Aotrou — Selah —
34 D’an hini a ia var araog douget var envou an envou, an envou eternel !
Setu, he ra klevet he vouez, he vouez gallouduz.
35 Rentet an nerz da Zoue !
He vajeste a zo var Israel,
He nerz a zo er goabrennou.
36 Euz da santuarou, o Doue, he piniez Te euzuz.
Hen eo, Doue Israel, pehini a ro nerz ha galloud d’ar bobl.
Benniget ra vezo Doue !


ZALM LXIX.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm David, var Shoshannim.
2 SAVETA ac’hanoun, o Doue,
Rag an doureier ho deuz tapet va buez !
3 Plonjet oun en eur fankigel doun, el lec’h n’hellan ket kemer troad ;
Me a zo eet en dounder an doureier, hag ar c’houmou ho deus va goloet.
4 Skwiz oun o krial ; va gouzouk a zo dizec’het ;
Va daoulagad en em guzum o c’hortoz va Doue.
5 Ar re a gasa ac’hanoun hep abek, a dremen en niver bleo va fenn ;
Ar re pere am harz a zo va enebourien hep abek, en em grenva ;
Tleout a ran neuze renta ar pez n’em euz ket kemeret.
6 O Doue ! anaout a rez va zotis,
Ha va faotou n’int ket kuzet ouzit.
7 Ra na vezo ket mezek ar re a esper ennout abalamour d’in, Aotrou, Aotrou an armeou !
Ra na vezo ket mezek ar re a glask ac’hanout abalamour d’in, O Doue Israel !
8 Rag evidout Te eo he tougan an dismegans,
Hag hen deuz ar vez goloet va bisach.
9 Deuet oun da veza eun diaveziad evit va breudeur,
Hag eun dizanavezet evit mibien va mam.
10 Rag zel da di hen deuz va devoret,
Ha dismegansou ar re a zismegans ac’hanout a zo kwezet varnoun,
11 Hag em euz gwelet en eur iun ;
Mes ze a zoken a zo bet eun dismegans d’in.
12 Kemeret em euz ive ar sac’h evit gwiskamant ;
Mes bet oun an abek d’ho gwaperezou.
13 Ar re a zo azezet euz an nor en em antreteno ouzin ;
An everien servoaz a ra ac’hanoun an abek d’ho zoniou.
14 Evidoun me, va feden a is d’id, o Aotrou, en amzer da faver.
O Doue, hervez da vadelez vras,
Respount d’in ha delivr ac’hanoun, hervez da fealded !
15 Tenn ac’hanoun euz ar fankigel, ha ma na zounain ket ennhan ;
Ma vezin delivret euz va enebourien hag euz an doureier doun !
16 Ra na c’holoio ket red an doureier ac’hanoun,
Ha ma na vezin ket lounket gant ar poull,

501