Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/508

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 67, 68.

Pehini n’Hen deuz ket taolet kwit va feden, na tennet he vadelez diganen.


ZALM LXVII.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm, kanaouen, gant benviou kerden.
2 RA Hen devezo Doue truez ouzin, ha ma hon bennigo ;
Ma raio skeudi he fas varnomp ! Selah.
3 Evit ma vezo da hent anavezet var an douar,
Ha da zilvidigez entouez an holl bobladou.
4 Ar boblou az meulo, o Doue ;
An holl bobladou a veulo ac’hanout.
5 Ar bobladou en em laouenao hag a gano a joa ;
Rag barna a rez ar boblou gant eeünder,
Hag he reni ar bobladou var an douar.
6 Ar boblou a veulo ac’hanout, o Doue ;
An holl boblou az meulo.
7 An douar hen deuz roet he frouez ;
Doue, hon Doue, hon bennigo.
8 Doue hon bennigo,
Hag holl bennou an douar a zoujo anezhan.


ZALM LXVIII.


1 Zalm, kanaouen David. D’ar mestr-kaner.
2 RA en em zavo Doue, hag he enebourien a vezo sklabezet,
Hag ar re a gasao anezhan a dec’ho kwit a zirazhan.
3 Ho sklabeza a ri evel ma en em sklabe ar moget ;
Evel ma teûz ar c’hoar en tân,
Evel se he varvo ar re fall dirag Doue.
4 Mes ar re wirion en em laouenao, triomfi a refont dirag Doue,
Hag he tridfont a joa.
5 Kanet da Zoue, meulit he hano,
Fichet hent an hini a zeu er plenennou !
An Aotrou eo he hano ; en em laouenait dirazhan !
Tad ar vinored ha difenner an intanvezed,
Doue eo, en he choumaj santel.
7 Doue a laka da choum en famill ar re pere a oa ho unan ;
Delivra a ra an esklaved, hag ho laka er frankis ;
Mes ar re dizent a choum el lec’hiou sec’h.
8 O Doue, pa oaz eet araog da bobl,
Pa Ez poa baleet en distro — Selah —
9 An douar a grenaz,
An envou zoken a deuaz en dour dirag Doue ;
Ar Sinai zoken a grenaz dirag Doue, Doue Israel.
10 Skuliet Ez poa eur c’hlaoien mad oberuz, o Doue,
Rentet Ez poa nerz d’az heritach skwizet.
11 Da dropel a choumaz en douar ze
Pehini hell doa da vadelez, o Doue, kempennet evit ar glac’haret.
12 An Aotrou a ro da glevet he c’hir,
Hag ar c’hanaded euz ar c’heloiou mad a zo eun arme vras.
13 Rouane an armeou a dec’h ; tec’hel a reont,
Hag an hini pehini a choum er gear a batarch an diwisk.
14 C’hwi pere a choum gourvezet en kreiz ar parkeier,
C’hwi a zigemer eskel arc’hantet ar goulm,
Hag he flumach melen a aour.
15 Pa sklabezaz an Holl-C’halloudek ar rouane,
An douar a zeuaz gwen evel erc’h Tsalmon.
16 Menez Doue, menez Basan,
Menez a leiniou niveruz, menez Basan,
17 Perag en em zevet-hu, meneziou a leiniou niveruz,
A enep ar menez Hen deuz Doue choazet evit he choumaj,
An Aotrou a choumo eno da viken.
18 Kirri Doue en em niver dre ugent mil, dre villierou adoubled ;
An Aotrou a zo en ho c’hreiz ; Sinai a zo er santuar.
19 Piniet out d’an nec’h, digaset ec’h euz esklaved ;
Digemeret ec’h euz profou entouez an dud,
Evit kaout da choumaj zoken en ti ar re dizent, o Aotrou Doue !
20 Benniget ra vezo an Aotrou, pehini a leuin ac’hanomp a vadou bemdez !
Pa vec’hier ac’hanomp Doue eo hon delivrans. Selah.
21 Doue a zo evidomp an Doue a zelivransou ;
An Aotrou hon Doue eo a denn euz ar maro.
22 A-dra-zur Doue a vruzuno penn an enebourien,

500