Pep krouadur a zeuo beteg ennout.
4 Ar fallentezou ho doa gounezet varnoun ;
Mes Te, Te a bardouno hon pec’hejou.
5 Euruz an hini a choazez, ha pehini a lekeez da choum en da leur
Ni a vezo leuniet euz madou da di,
Euz santelez da balez.
6 Respount a ri deomp dre oberiou euzuz, hervez da reizder,
O Doue hon zilvidigez,
Esperans pennou pell an douar hag ar mor !
7 Derc’hel a ra stard ar meneziou dre he nerz ;
Gourizet eo a c’halloud.
8 Sioulaat a ra trouz ar moriou, trouz ar c’houmou,
Ha ragach ar boblou.
9 Hag ar re a zo en pennou an douar a zouj dirag da vurzudou ;
Lakaat a rez, da gana gala joa ar Savheol hag ar C’husheol.
10 Gwelet a rez an douar, he zoura a rez,
He binvidikad gant founuzder ;
Gwaziou Doue a zo leun a zour ;
Kempenn a rez ho gwiniz, goude ma ec’h euz evel se kempennet an douar.
11 Doura a rez he hirvi ;
Plenaat a rez he voudred ;
He wakaat a rez dre ar glao fin ;
Benniga a rez he ziouan.
12 Kuruni a rez ar bloaz euz da vadou,
Ha rojou da gar a losk ar founuzder.
13 Ho skulia a reont var beuriou all distro,
Hag an tosennou a zo gwisket a joa.
14 Ar meziou a zo goloet a dropellou,
Hag an traouniennou a zo goloet a winiz ;
Triomfi a reont a gement se hag e kanont.
1 Kanaouen. Zalm. D’ar mestr-kaner.
LOSKIT entrezeg Doue kriadennou a joa,
C’hwi holl dud an douar !
2 Kanit gloar d’he hano ;
Meulit anezhan, ha roit dezhan gloar !
Livirit da Zoue : Pegen euzuz eo da oeuvrou !
Abalamour d’ar vraster euz da nerz, da enebourien a zeuo da zenti ouzit.
4 An douar holl en em stouo dirazout ;
Kana a raio d’az enor,
Kana a raio d’az hano. Selah.
5 Deuit, ha gwelit oeuvrou Doue ;
Euzuz eo er pez a ra en kenver mibien an dud.
6 Chanjet Hen doa ar mor en douar sec’h ;
Tremen a reet var droad er rivier ;
Eno omp en em laouenaet ennhan.
7 Ren a ra da viken dre he c’halloud ;
He zaoulagad a evesaa ar bobladou,
Evit n’en em zavo ket ar re dizurz. Selah.
8 Poblou, benniget hon Doue,
Ha groet klevet mouez he veulodi !
9 Hen pehini hen deuz miret he vuez d’hon ine,
Ha pehini n’hen deuz ket lezet hon zreid da gweza.
10 Rag hon amprouet ec’h euz, o Doue ;
Lakeet ec’h euz ac’hanomp da dremen dre an deuerez evel an arc’hant.
11 Hon digaset ez poa er roued ;
Lakeat He poa var hon c’hroazellou eur bec’h pouner ;
12 Lakeat He poa tud da biniat var hon fennou ;
Ni a oa eet en tan hag en dour ;
Mes to ec’h euz ho lekeat er frankiz hag er founuzder.
13 Mont a rin en da di gant sakrifisou-losk ;
Ha me a rento d’id ma gwestlou,
14 Pere ho deuz lavaret va muzellou,
Ha pere hen deuz va genou lavaret en dristidigez.
15 Kinnig a rin d’id denved lard er sakrifisou-losk,
Gant maouted mogeduz var an aoter ;
Me a zakrifio kolleou gant bouc’hed. Selah.
16 C’hwi holl pere a zouj Doue, deuet, selaouet,
Ha me a zisklerio ar pez Hen deuz groet d’am ine.
17 Me em euz he bedet euz va genou ;
Evel se va zeod ive hen meulo.
18 Mar em bije sonjet eur fallentez benag em c’haloun,
An Aotrou n’hen dije ket va zelaouet.
19 Mes a-dra-zur Doue Hen deuz va zelaouet ;
Prestet Hen deuz ar skouarn da vouez va feden.
20 Benniget ra vezo Doue,