Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/506

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 63, 64, 65.

7 Hen hepken eo va roc’h, va delivrans.
Ha va boden huel ; na vezin ket bransellet.
8 En Doue ema va zilvidigez ha va gloar ;
Va roc’h nerzuz, va skoazel a zo en Doue.
9 Poblou, en em fiziet ennhan en pep amzer ;
Digorret ho kalounou dirazhan.
Doue eo hon boden. Selah.
10 Ar re vihan n’int nemert netra ; ar re vras n’int nemert gaou ;
Lakeat er valans, he vefent holl asamblez
Skanvoc’h evit an netra zoken.
11 N’en em fiziet ket er violans,
Ha na vezit ket troumplet dre an dastum ;
Mar kresk ar binvidigez, ne lakait ket ennhei ho kaloun.
12 Doue Hen deuz komzet eur wech,
Ha me em euz he glevet diou wech :
Abalamour an nerz a zo da Zoue.
13 D’id-te ive, Aotrou, an drugarez !
Ia, Te a roio da bep hini hervez he labouriou.


ZALM LXIII.


1 Zalm David, pa oa en distro Juda.
2 O DOUE, Te eo va Doue, da glask a ran adaleg ar beure ;
Va ine hen deuz sec’het ouzit, va c’hig a c’hoanta ac’hanout,
En douar dibrodu ma, dizec’het hag hep dour,
3 Evit gwelet da nerz ha da c’hloar,
Evel ma em euz da welet ebarz er santuar.
4 Rag da vadelez a zo gwelloc’h evit ar vuez ;
Va muzellou a gano da veulodi.
5 Evel se he vennigin ac’hanout enpad va buez ;
Sevel a rin va daouarn en da hano.
6 Va ine a zo leuniet evel euz a vel hag a lard ;
Va genou a veul ac’hanout gant kriadennou a levenez ;
7 Pa sonjan ennout var va gwele,
Ha ma envoran varnout enpad beilladennou an noz.
8 Rag Te eo va zikour ;
Dre ze en em laouenain dindan skeud da eskel.
9 Va ine a zo en em staget ouzit evit da heuil,
Ha da du deou am zouten.
10 Mes ar re a glask va buez evit he distruja,
A ziskenno en dounderiou an douar.
11 Roet he vefont dindan laonien ar c’hleze ;
Boued he vefont d’al lern ;
12 Mes ar roue en em laouenao en Doue,
Ha piou benag a douo drezhan, en em c’hlorifio ;
Rag genou ar re a gomz gant faosouni a vezo zerret.


ZALM LXIV.


1 D’ar mestr-kaner. Zalin David.
2 O DOUE, zelaou va mouez pa gomzan ;
Diwall va buez a enep an enebour pehini am spouron !
3 Golo ac’hanoun euz kuzul ar re drouk,
Euz dirolded oberourien ar fall ;
4 Pere a lem ho zeod evel eur c’hleze,
Pere a genreiz evel eur mir ho c’homz c’hwero,
5 Evit tenna en kuz var an didammal ;
Tenna a reont souden a enep dezhan, ha n’ho deuz ket a zoujans.
6 Startaat a reont en eur c’hoant fall ;
Ne gomzont nemert euz kuz pec’hejou ;
Lavaret a reont : Piou hen gwelo ?
7 Invanti a reont faosouni Setu ni prest ; ar plan a zo groet !
Hag ho zonj kuzet, kaloun pep hini a zo eun dounder.
8 Mes Doue a lans ganthei eur mir ;
Souden int skoet.
9 Kweza a reont dre ho zeodou ho unan ;
Ar re holl a wel anezhei a hij ho fen.
10 An dud a zo holl leuniet a zoujans ;
Diskleria a reont labour Doue,
Hag evesaat ar pez Hen deuz groet.
11 An den gwirion en em laouenao en Aotrou, hag en em denno entrezeg ennhan ;
Ar re holl ho deuz ar galoun eeün en em c’hlorifio a gement se.


ZALM LXV.


1 D’ar mestr-kaner. Zalm David, kanaouen.
2 O DOUE, ar veulodi a c’hortoz ac’hanout euz Sion ;
Eno he vezo rentet d’id ar gwestlou a zo groet did.
3 O Te pehini a glev ar beden,

498