te e vefe evit enori da dad, eo e tigas David dic’hlac’harien d’id ? N’eo ket evit evesaat hag evit he distruja, hag evit evesaat ar vro, eo deuet he zervicherien d’az kaout ? 4 Neuze Hanun a gemeraz servicherien David, a lakeaz touza anezhei, ha troc’ha ho dillad dre ar c’hreiz, bete krec’h an diouc’har, hag a gasaz anezhei kwit. 5 Koulskoude e teujot da lavaret da Zavid ar pez a oa groet d’an dud ze, hag e kasaz tud araog dezhei, rag an dud ze a oa mezek bras ; hag ar roue a reaz lavaret dezhei : Choumet en Jeriko, ken hen devezo ho paro boutet, ha neuze e tistrofet.
6 Ha mibien Ammon a welaz e oant en em lekeat fall en kichen David. Hanun ha mibien Ammon a gasaz eta dek mil talant arc’hant, evit kemer en ho zervich kirri ha marc’herien en ti Siried ar Mezopotami, hag en ti Siried Maaka ha Tsoba ; 7 hag e kemerjont en ho servich daou vil gar ha tregont, ha roue Maaka gant he bobl, ar re pere a zeuaz hag a gampaz dirag Medeba. Mibien Ammon en em zastumaz ive euz ho c’heariou, hag a zeuaz da vrezeli. 8 David o veza anavezet kement se, a gasaz Joab hag he holl arrne, an dud kalounek. 9 Ha mibien Ammon a ieaz hag en em renkaz en brezel en tal dor kear ; hag ar rouane a oa deuet, a oa a dre var ar meaz. 10 Neuze Joab, o welet e oa an arme troet a enep dezhan adre hag araog, a choazaz, euz a holl soudarded dibabet Israel, tud pere a renkaz a enep ar Siried ; 11 hag e roaz ar ren euz an nemorant euz ar bobl da Abishai, he vreur ; hag en em renkaz a enep mibien Ammon. 12 Hag e lavaraz : Mar bez ar Siried krenvoc’h evidoun me, e teui d’am zikour ; ha mar bez mibien Ammon krenvoc’h evidout, me a zelivro ac’hanout. 13 Bez nerzuz, hag en em diskwezomp kalounek evit hon fobl, hag evit keariou hon Doue ; ha ma raio an Aotrou evel ma kavo mad ! 14 Neuze Joab, hag ar bobl pehini a oa ganthan, a dostaaz evit ober brezel d’ar Siried, hag e tec’hjont kwit dirazhan. 15 Ha mibien Ammon, o welet e oa tec’het ar Siried kwit, a dec’haz ive dirag Abishai, breur Joab, hag ez ejont en kear. Ha Joab a zistroaz da Jerusalem.
16 Ar Siried, o welet e oant bet kannet gant Israel, a gasaz kannaded, hag a lekeaz ar Siried pere a oa en tu all d’ar rivier da zont ; ha Shofak, chef arme Hadarezer, a oa en ho fenn. 17 Kement se a oe lavaret da Zavid, pehini a zastumaz Israel holl, a dremenaz ar Jourdan hag a zeuaz entrezek ennhei, hag en em renkaz en brezel a enep dezhei. David a renkaz eta he arme en brezel a enep ar Siried, hag he vrezelijont a enep dezhan. 18 Mes ar Siried a dec’haz dirag Israel ; ha David a lazaz d’ar Siried brezelerien seiz mil gar, ha daou-ugent mil den var droad, hag e lekeaz d’ar maro Shofak, chef an arme. 19 Ha servicherien Hadarezer, o welet e oant bet kannet gant Israel, a reaz ar peoc’h gant David, hag a oe dindanhan. Hag ar Siried ne c’houlenjont ken sikour mibien Amrnon.
'20 Ar bloaz varlerc’h, en amzer ma en em lekee ar rouane var ar meaz Joab a renaz al lod bras euz an arme ; distruja a reaz bro mibien Ammon, hag e teuaz da gelc’hia Babba, enpad ma choumaz David en Jerusalem. Ha Joab a gannaz Rabba hag a zistrujaz anezhi. 2 Ha David a gemeraz ar gurunen divar-benn ho roue, hag e oa ennhi pouez eun talant aour ; hag e oa ennhi mein prisiuz. Lakeat e oe var benn David, pehini a zigasaz euz kear eun diwisk bras meurbed. 3 Lakeat a reaz ive an dud da zont er meaz, hag e lekeaz anezhei a damou gant eskennou, gant freuzou houarn ha gant filc’hier. David a reaz er memeuz doare da holl geariou bugale Ammon. Groude David a zistroaz da Jerusalem gant an holl bobl.
4 Goude ze ar brezel a gendalc’haz en Guezer gant ar Filistined. Neuze Sibbekai, an Hushathit, a lazaz Sippai, unan a vugale Bafa ; hag e oent izeleet.
5 Beza e oe c’hoaz brezel gant ar Filistined. Hag Elkanan, mab Jair, a lazaz Lakmi, breur Goliath, ar Guithian, pehini hen doa eur waf a behini ar c’hoad a oa evel garvan eur gwiader.
6 Beza e oa choaz eur brezel all, en Gath, el lec’h ma en em gavaz eun den a vent vras, pehini hen doa c’hwec’h biz var bep dorn ha var bep troad, pevar var ugent en holl, ha pehini a oa euz a ras Bafa. 7 Dismegansi a reaz Israel ; mes Jonathan, mab Shimea, breur David, a lazaz anezhan. 8 Ar re ze a oa ganet en Gath, euz a ras Rafa, hag e varvjont euz dorn David, hag euz dorn he zervicherien.