ti da zervicher evit eun amzer bell, hag ec’h euz sellet ouzin en doare an dud, Te Pehini a zo huel ! Aotrou Doue ! 18 Petra helfe David lavaret d’id c’hoaz euz an enor ec’h euz groet d’az servicher ? Anaout a rez da zervicher. 19 O Aotrou ! abalamour d’az servicher eo, hag hervez da galoun eo ec’h euz groet an holl draou bras ze, evit rei da anaout da holl vurzudou. 20 Aotrou ! nikun n’eo henvel ouzit, ha n’euz Doue all ebet nemert out, hervez kement hon deuz klevet gant hon diouskouarn. 21 Ha beza e zo var an douar eur vroad henvel euz da bobl Israel, pehini eo deuet Doue da adprena evit ma vije he bobl, hag evit ober d’id eun hano dre draou bras hag euzuz, o kas kwit broadou a zirag da bobl pehini ec’h euz adprenet euz an Ejipt ? 22 Lakeat ec’h euz da bobl Israel, evit beza da bobl da viken ; ha Te, Aotrou ! Te eo bet he Zoue. 23 Ha brema, o Aotrou ! ma vezo stard da viken ar gir ech euz diskleriet divarben da zervicher hag he di ; ha gra hervez ma ec’h euz komzet. 24 Ma choumo stard, ha gra ma vezo da hano manifiet da viken, evit ma lavarfer : Aotrou an armeou, Doue Israel, a zo Doue en Israel ! Ha ma vezo ti David, da zervicher, starteet dirazout ! 25 Rag, Te da unan, o ma Doue ! Te ec’h euz diskleriet d’az zervicher penaoz e savi eun ti dezhan ; dre ze da zervicher hen deuz kredet pedi dirag da fas. 26 Ha brema, o Aotrou ! Te a zo Doue, hag ec’h euz prometet ar faver ma d’az servicher. 27 Plij ganez eta brema benniga ti da zervicher, abalamour ma vezo da virviken dirazout ; rag ar pez a vennigez, o Aotrou ! a zo benniget da viken.
18 Eruet a reaz, goude ze, penaoz David a gannaz ar Fiiistined hag a izeleaz anezhei ; hag e kemeraz Gath hag ar c’heariou euz he drozro, a douez daouarn ar Filistined. 2 Kanna a reaz ive ar Voabited ; hag ar Voabited a oe dindan David, o pea eur gwir dezhan.
3 David a gannaz ive Hadarezer, roue Tsoba, entrezek Hamath, pa ez eaz da lakaat he ren var rivier an Eufrat. 4 David a gemeraz dezhan mil gar, seiz mil marc’her, hag ugent mil den var droad ; troc’ha a reaz diouc’har ar c’hezek euz an holl girri ; mes miret a reaz kant kar. 5 Hag ar Siried euz Damaz a zeuaz da sikour Hadarezer, roue Tsoba, ha David a gannaz daou vil Sirian varnugent. 6 Goude David a lakeaz eur gward en Siri Damaz ; hag ar Siried a oe dindan David, o pea eur dle dezhan. Hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea. 7 Ha David a gemeraz an dirennou aour pere a oa da zervicherien Hadarezer, hag a gasaz anezhei da Jerusalem. 8 Kas a reaz ive euz Tibekat hag euz Kun, keariou Hadarezer, eun niver bras a arem ; Salomon a reaz outhei ar mor arem, ar pouliou hag ar benviou arem.
9 Ha, Thohu, roue Hamath, a wezaz penaoz David hen doa disc’hroet holl arme Hadarezer, roue Tsoba ; 10 hag e kasaz Hadoram, he vab, entrezek ar roue David, evit saludi anezhan hag he vouli euz ma hen doa brezeliet Hadarezer, hag hen doa hen disc’hroet ; rag Hadarezer a oa en eur brezel kendalc’huz gant Thohu. Kas a reaz ive a bep sort beseliou aour, arc’hant hag arem. 11 Ar roue David a gensagraz ive anezhei d’an Aotrou, gant an arc’hant hag an aour pere hen doa dizouget euz an holl vroadou, euz an Idumeed, euz ar Moabited, euz bugale Ammon, euz ar Filistined hag euz an Amalekited.
12 Abishai, mab Tseruja, a gannaz ive triwec’h mil Idumean en traounien an Haolen. 13 Lakaat a reaz gwarded en Idume, hag an holl Idumeed a oe dindan David hag an Aotrou a ziwalle David dre holl el lec’h ma ez ea.
14 Ha David a renaz var Israel holl, o renta reizded hag an eeünder d’he holl bobl. 15 Joab, mab Tseruja, a gommande an arme ; Josafat, mab Akilud, a oa skrivanier ; 16 Tsadok, mab Akitub, hag Abimelek, mab Abiathar, a oa sakrifierien, ha Shavsha a oa skrivanier ; 17 Benaja, mab Jehojada, a oa chef euz ar Gerethied hag ar Belethied ; ha mibien David a oa ar re genta en kichen ar roue.
19 Eruet a reaz, goude ze, penaoz Nakash, roue bugade Ammon, a varvaz ; hag he vab a renaz en he blas. 2 Ha David a lavaraz : Madelezuz e vezin en kenver Hanun, mab Nakash ; rag he dad a oe bet madelezuz em c’henver. David a gasaz eta kannaded evit he gonsoli divarben he dad ; ha servicherien David a zeuaz da vro mibien Ammon da gaout Hanun, evit konsoli anezhan. 3 Mes chefou mibien Ammon a lavaraz da Hanun : Ha sonjal a rez-