Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/373

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. NEVENTIZOU, 17.

30 C’hwi, holl douar, krenet dirag he fas ;
Ar bed a zo start ha na vransel ket.
31 Ma en em laouenao an envou, ha ma trido an douar a joa ;
Ma vezo lavaret entouez ar broadou : An Aotrou a ren !
32 Ma skeltro ar mor, gant kement a zalc’h,
Ma en em laouenao ar parkeier, gant kement a zo ennhei !
33 Ma losko gwez ar forestou kriadennou a joa dirag an Aotrou,
Hag dont a ra da varna an douar.
34 Meulit an Aotrou, rag mad eo,
Hag he vadelez a bad da virviken.
35 Livirit : Saveta ac’hanomp, Doue hon zilvidigez !
Dastum ac’hanomp, ha tenn ac’hanomp a douez ar broadou,
Evit meuli da hano santel,
Evit hon glorifia en da veulodi.
36 Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel,
A oad en oad !

Hag an holl bobl a lavaraz : Amen ; hag a veulaz an Aotrou.

37 Neuze David a lezaz eno, dirag arc’h konvenans an Aotrou, Asaf hag he vreudeur, evit ober dalc’hmad ar zervich, dirag an arc’h, pep tra d’he zeiz ; 38 hag Obed-Edom hag Hoza, gant ho breudeur, en niver a eiz ha tri-ugent, Obed-Edom, mab Jedithun, hag Hoza, evit porsierien ; 39 hag e lekeaz Tsadok ar sakrifier, hag he vreudeur ar sakrifierien, dirag Choumaj an Aotrou, var al lec’h huel pehini a oa en Gabaon, 40 evit kinnig dalc’hmad sakrifisou-losk d’an Aotrou var aoter ar sakrifisou losk ar mintin hag an abardaez, hag hervez kement a zo skrivet en lezen an Aotrou, pehini hen deuz urzet da Israel. 41 Ganthei e oa Heman ha Jeduthun, hag ar re all pere a oe choaset dre ho hano, evit meuli an Aotrou ; rag he vadelez a bad da virviken. 42 Heman ha Jeduthun a oa ganthei, gant trompillou ha timbalou evit ar re a lakae anezhei da zoun, ha benviou evit kantikou Doue. Mibien Jeduthun a oa porsierien.

43 Goude ar bobl holl a ieaz kwit, pep hini en he di ; David ive a zistroaz da venniga he di.


17 Pa oe lekeat David en he di, e lavaraz da Nathan, ar profed : Setu, me a choum en eun ti sedr, hag arc’h konvenans an Aotrou a zo dindan eun danten. 2 Ha Nathan a lavaraz da Zavid : Gra kement a zo en da galoun, rag Doue a zo ganez.

3 Mes c’hoarvezout a reaz, en noz ze, ma oe gir Doue diskleriet da Nathan, er c’homzou ma : 4 Kea, ha lavar da Zavid, va zervicher : Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou : N’eo ket te eo a savo eun ti d’in evit choum ennhan. 5 Hag n’Em euz ket choumet en eun ti, abaoe an deiz ma Em euz lakeat Israel da biniat euz an Ejipt, bete hirie ; mes bet Oun euz a dabernakl en tabemakl, hag euz a choumaj en choumaj. 6 Dre holl ma Em euz baleet gant Israel holl, ha komzet Em euz a ze da unan hepken a varnerien Israel, da bere Em euz gourc’hemennet mesa va fobl ? Ha lavaret Em euz dezhei : Perag n’hoc’h euz-hu ket savet eun ti sedr d’in ? 7 Ha brema te a lavaro evel-hen da Zavid, va zervicher : Evel-hen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou : Kemeret Em euz ac’hanout er peuri, euz kichen an denved, evit ma vijez chef d’am fobl Israel. 8 Bet Oun ganez dre holl ma ec’h euz baleet ; distrujet Em euz da holl enebourien dirazout, hag eun hano Em euz groet d’id, evel hano ar re vras a zo var an douar. 9 Ha, lakaat a rin eul lec’h d’am fobl Israel, ha planta a rin anezhan ; choum a raio en he di, ha ne vezo ken kemesket ; bugale an drougiez ne guzumfont ken anezhan, evel diagent, hag abaoe an deiziou ma lakeiz barnerien var va fobl Israel. 10 Izeleet Em euz da holl enebourien, hag e tisklerian penaoz an Aotrou a zavo enn ti d’id. 11 Pa vezo da zeiziou peur c’hroet, evit mont kwit gant da dadou, eruet a raio ma savin da lignez var da lerc’h, unan euz da vibien, ha Me a stardo he ren. 12 Hen eo an hini a savo eun ti d’in, ha Me a stardo he drôn da viken. 13 Me a vezo eun tad evidoc’h, hag hen a vezo eur mab evidoun ; ha ne lamin ket va gras diganthan, evel ma Em boa he dennet euz an hini a oa araog d’id. 14 Me a lakao anezhan em zi hag em rouantelez da viken, hag he drôn a vezo starteet da viken.

15 Nathan a gomzaz eta da Zavid hervez an holl gomzou ze hag hervez an holl weledigez ze.

16 Neuze ar roue David a zeuaz ebarz, en em dalc’haz dirag an Aotrou, hag a lavaraz : Piou oun-me, o Aotrou Doue ! ha pehini eo va zi, ma ec’h euz va digaset bete ama ? 17 Mes nebeut a dra eo d’az daoulagad, o Doue ! Ha te ec’h euz komzet euz

365