21 Ha Satan en em savaz a enep Israel, hag a voutaz David da ober an niveramant euz a Israel. 2 Ha David a lavaraz da Joab ha da chefou ar bobl : It, groet an niveramant a Israel, adaleg Beer-Sheba bete Dan, ha digaset anezhan d’in, evit ma welin an niver. 3 Mes Joab a respountaz : Ra fello d’an Aotrou kreski he bobl kant gwech kement ha ma ez eo ! O roue va aotrou, n’int-hi ket holl servicherien va aotrou ? Perag e klask va aotrou ze ? Ha perag e vefe Israel tamallet a gement se ? 4 Koulskoude gir ar roue a oe dreist Joab ; ha Joab a ieaz, hag a genredaz Israel holl ; goude e tistroaz da Jerusalem. 5 Ha Joab a roaz da Zavid rol niver ar bobl, hag en em gavaz en Israel holl unnek kant mil den o tenna ar c’hleze ; hag euz Juda pevar c’hant dek mil ha tri-ugent den o tenna ar c’hleze ; 6 ne niveraz ket en ho zouez Levi na Benjamin ; rag urz ar roue a oa eun euzuzted evit Joab.
7 Hag an affer ze a zisplijaz da Zoue, pehini a skoaz Israel. 8 Ha David a lavaraz da Zoue : Groet em euz eur pec’hed bras oc’h ober ze ! Ha brema, laka, me az ped, drougiez da zervicher da dremen ; rag groet em euz eun dra fall bras. 9 Neuze an ! Aotrou a gomzaz da C’had, Gweler David, o lavarout : 10 Kea, komz da Zavid ha lavar dezhan : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Tri zra em euz da ginnig d’id ; choaz unan anezhei, evit ma rin anezhan d’id. 11 Gad a zeuaz eta da gaout David, hag a lavaraz dezhan : 12 Evel-hen Hen deuz lavaret an Aotrou, Kemer, pe tri bloaz gernez, pe tri mis a ziskar dirag da enebourien, tapet dre gleze da enebourien, pe enpad tri deiz kleze an Aotrou hag ar vosen er vro, hag êl an Aotrou oc’h ober an distruj en holl douar Israel. Gwel brema ar pez a dlean respount d’an hini am digas. 13 Ha David a respountaz da C’had. Me a zo en eun ankroez vras. Ma kwezin, me az ped, entre daouarn an Aotrou ; rag he drugarezou a zo en niver bras meurbed ; ha ma na gwezin ket entre daouarn an dud.
14 Neuze an Aotrou a gasaz ar vosen var Israel, hag e kouezaz dek mil den ha tri-ugent a Israel. 15 Doue a gasaz ive eun êl da c’hlac’hari Jerusalem. Hag evel ma c’hlac’hare, an Aotrou a zellaz, hag hen doe keûz euz an drouk ze, hag e lavaraz d’an êl a c’hlac’hare : Awalc’h ! tenn brema da zorn. Hag êl an Aotrou en em dalc’he tost da leur Ornan, ar Jebusian. 16 Ha David a savaz he zaoulagad hag a welaz êl an Aotrou pehini en em dalc’he entre an douar hag an envou, o kaout he gleze noaz en he zorn astennet var Jerusalem. Ha David hag ar re ansien, goloet a zier, a gwezaz var ho bisachou. 17 Ha David a lavaraz da Zoue : N’eo ket me eo em euz gourc’hemennet ma vije groet niveramant ar bobl ? Me eo em euz pec’het ha groet gwal fall : mes an denved ma petra ho deuz groet ? Aotrou, va Doue ! ra vezo da zorn varnoun, me az ped, ha var di va zad, mes ra na vezo ket var da bobl, evit skei anezhan !
18 Hag êl an Aotrou a lavaraz da C’had lavaret da Zavid, ma pinje evit sevel eun aoter d’an Aotrou, en leur Ornan, ar Jebusian. 19 David a biniaz eta, hervez ar gir hen doe Gad lavaret en hano an Aotrou. 20 Hag Ornan, o veza distroet, ho doa gwelet an êl, hag he bevar mab a oa en em guzet ganthan. Ornan a oa o torna gwiniz. 21 Ha David a zeuaz entrezek Oraan ; hag Ornan a zellaz, hag, o veza gwelet David, ez eaz er meaz euz al leur, hag en em stouaz dirag David, ar visach euz an douar. 22 Neuze David a lavaraz da Ornan : Ro d’in plas el leur ma, hag e savin eun aoter d’an AOTROU ennhi ; ro d’in anezhi evit ar priz ma talvez, abalamour ma vezo paouezet ar gouli divar c’horre ar bobl. 23 Mes Ornan a lavaraz da Zavid : Kemer anezhi, ha ma raio ar roue va aotrou outhi ar pez a gavo dezhan a vezo mad. Setu, e roan d’id an ijened evit ar sakrifisou-losk, ar benviou da zorna an hed, el lec’h koad, hag ar gwiniz evit ar c’hinnig ; me a ro kement se holl. 24 Ar roue David a lavaraz da Ornan : Nan, mes fellout a ra d’in he brena ar pez a dal ; rag me ne ginnigin ket d’an Aotrou ar pez a zo d’id te, ha ne ginnigin ket eur sakrifis pehini ne gousto netra d’in. 25 David a roaz eta da Oraan evit ar plas ze, en siklou aour, ar bouez euz a c’hwec’h kant sikl. 26 Ha David a savaz eno eun aoter d’an Aotrou, a ginnigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a beoc’h , hag a c’halvaz an Aotrou, pehini a respountaz dezhan dre an tân pehini a ziskennaz euz an envou var aoter ar sakrifis-losk. 27 Neuze an Aotrou a gomzaz d’an êl, pehini a lakeaz he gleze en he c’houin.