Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/34

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

hen doa diou verc’h, a bere an hena a c’halvet Lea hag an hini yaouanka Rachel. 17 Lea he doa daoulagad tener, Rachel a oa a vent vrav ha koant a zremm.

18 Jakob a gare Rachel. Lavarout a reaz : Da servijan a rin seiz vloaz evit Rachel, da verc’h yaouankan.

19 Laban a lavaraz : Gwelloc’h eo din he rein dit, eget he rein da unan all. Chom ganin.

20 Jakob a servijaz eta seiz vloaz evit Rachel, ha n’o c’havaz nemet eun nebeud deveziou dre ma kare anezi.

21 Ha Jakob a lavaraz da Laban : Ro din va gwreg, rag achu eo va amzer hag ez in daveti.

22 Laban a zastumaz holl dud al lec’h-se hag a reaz eur fest.

23 Da noz, e kemeraz Lea e verc’h, he c’hasaz da Jakob, hag heman a zeuaz daveti.

24 Laban a roaz e vatez Zilpa evel matez da Lea e verc’h.

25 mes antronoz, setu e oa Lea. Jakob a lavaraz da Laban : Petra ac’h euz groet din ? Ha n’eo ket evit Rachel em euz servijet ac’hanout ? Perak ec’h euz touellet ac’hanon ?

26 Laban a lavaraz : N’eo ket ar c’hiz el lec’h-man rein an hini yaouankan a-raok an hini henan.

27 achu ar sizunvez gant houman hag e roimp dit ivez eben, evit ar servij a ri c’hoaz aman e-pad seiz vloaz all.

28 Jakob a reaz evel-se, achuin a reaz ar sizunvez gant houman. Neuze Laban a roaz dezhan Rachel e verc’h da wreg.

29 Laban a roaz e vatez Bilha evel matez da Rachel e verc’h.

30 Dont a reaz ivez davet Rachel hag e karaz Rachel muioc’h eget Lea. Hag e servijaz e ti Laban c’hoaz seiz vloaz all.

31 An Aotrou, o welout e oa Lea kasaet, a zigoraz he mamog, mes Rachel a oa gaonac’h.

32 Lea a gonsevaz hag a c’hanaz eur mab, hag en galvaz Ruben (= gwelet en deus va glac’har), rag lavarout a reaz : An Aotrou en deus sellet ouz va glac’har ha brema va ozac’h a garo ac’hanon.

33 Konsevin a reaz c’hoaz hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz : An Aotrou en deus klevet e oan kasaet hag en deus roet din c’hoaz heman. Hag e c’halvaz anezhan Simeon (= klevet en deus).

34 Konsevin a reaz c’hoaz hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz : Ar wech-man va ozac’h a stago ouzin, rag ganet em euz dezhan tri mab. Setu perak e oe galvet Levi (= staget ouz).

35 Konsevin a reaz c’hoaz hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz : Ar wech-man e veulin an Aotrou. Setu perak e c’halvaz anezhan Juda (= meuleudi). Hag e paouezaz da gaout bugale.

30 Pa welaz Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouz he c’hoar hag e lavaraz da Jakob : Ro din bugale, pe anez e varvin !

2 Kounnar Jakob en em danaz a-enep Rachel hag e lavaraz : Ha bez’ on-me e-leac’h Doue, an Hini n’en deus ket roet dit a frouez ?

3 Hi a lavaraz : Setu va matez Bilha. Kae daveti hag e c’hano var va barlen, hag em bo ivez bugale drezi.

4 Rein a reaz eta dezhan Bilha he matez da wreg, ha Jakob a yeaz daveti.

5 Bilha a gonsevaz hag a c’hanaz eur mab da Jakob.

6 Rachel a lavaraz : Doue en deus barnet ac’hanon hag en deus selaouet va mouez o rein din eur mab. Setu perak e c’halvaz anezhan Dan (= barner).

7 Bilha matez Rachel a gonsevaz c’hoaz hag a c’hanaz eun eil mab da Jakob.

8 Rachel a lavaraz : Va lakaet en deus Doue da stourm ouz va c’hoar hag em euz trec’het. Hag e c’halvaz anezhan Neftali (= va gouren).

9 Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeraz Zilpa he matez hag he roaz da Jakob da wreg.

10 Zilpa matez Lea a c’hanaz eur mab da Jakob.

11 Lea a lavaraz : Pebez taol-chans ! Hag e c’halvaz anezhan Gad (= chans vat).

12 Zilpa matez Lea a c’hanaz eun eil mab da Jakob.

13 Lea a lavaraz : Pegen eürus on ! rag ar merc’hed a lavaro ac’hanon eürus. Hag e c’halvaz anezhan Aser (= eürus).

14 Ruben a yeaz er-meaz da vare eost an ed, a gavaz mandragonou er parkeier hag o degasaz da Lea e vam. Ha Rachel a lavaraz da Lea : Ro din, me az ped, euz mandragonou da vab.

15 Hi a respontaz : Ha nebeut eo dit beza kemeret va fried, ma fell dit c’hoaz kemer mandragonou va mab ? Ha Rachel a lavaraz : Ac’hanta ! Ra gousko ganit en nozvez-man evit mandragonou da vab.

16 Ha pa zistroaz Jakob euz ar parkeier d’an abardaez, Lea az eaz en araog dezhan hag a lavaraz : Te a zeuo ganen me ; rag da c’hopraet em euz evit mandragonou va mab ; hag e kouskaz ganthi