Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/33

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

benniget Jakob, hen doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer eur wreg eno, en eur venniga anezhan, ha pehini hen doa gourc’hemennet dezhan, o lavarout : Ne gemeri ket eur wreg a-douez merc’hed Kanaan ; 7 Ha ma hen doa Jakob sentet euz e dad hag euz e vam, hag e oa aet da Baddan-Aram.

8 Ezaü, o welout eta e tisplije merc’hed Kanaan da Izaak e dad,

9 a yeaz da gavout Ismael hag a gemeraz evel gwreg, ouzpen ar gwragez en doa, Mahalad merc’h Ismael mab Abraham ha c’hoar Nebajod.

10 Jakob a guitaaz Beer-Sheba hag a yeaz da Charan.

11 Erruout a reaz en eul leac’h ma tremenaz an noz ennhan, dre ma oa kuzet an heol. Kemer a reaz eta unan euz ar vein al lec’h-se evel plueg hag e kouskaz el lec’h-se.

12 Neuze en doe eun hunvre. Setu, eur skeul a oa kempennet var an douar hag he fen a stoke an envou, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.

13 Ha setu, an Aotrou en em zalc’he a-us dezhi hag a lavaraz : Me eo an Aotrou, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma’z out gourvezet warni a roin dit ha da’z lignez.

14 Da lignez a vezo evel poultr an douar ; hag en em strewi er c’huz-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c’hreisteiz, hag holl diegeziou an douar a vezo benniget ennout hag ez lignez.

15 Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac’hanout e kement leac’h ma’z i, hag e tegasin ac’hanout er vro-man rag ne zilezin ket ac’hanout ken em bo groet ar pez am euz lavaret.

16 Jakob a zihunaz euz e gousk hag a lavaraz : A-dra-sur, an Aotrou a zo el lec’h-man ha ne ouien netra a-se !

17 Aon en doe hag e lavaraz : Pegen spontus eo al lec’h-man. Aman eo eman ti Doue, hag aman eman dor an envou !

18 Jakob a savaz beure-mat hag a gemeraz ar mean hen doa tapet evel plueg, en lakeaz en e sav evel eur peul hag e skuilhaz eoul var e ben.

19 Gervel a reaz al lec’h-se Betel (= ti Doue). mes diagent, hano ar gêr a oa Luz.

20 Jakob a reaz eur gouestl, o lavarout : Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac’hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zibri ha dilhad da wiskan,

21 ha ma tistroan e peoc’h da di va zad, an Aotrou a vezo va Doue

22 hag ar mean-man am euz lakaet en e sav evel eur peul a vezo ti Doue ; hag euz kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.


29 Jakob en em gav gant Rachel hag en em ro e srvij Laban

1 Jakob en em lakeaz en hent hag a yeaz da vro mibien ar Sav-heol.

2 Sellout a reaz ha setu, e welaz eur puns er parkeier ; ha setu, e oa tri bagad denved gourvezet e-kichen, rag eno e veze douraet an tropellou. Ar mean a c’holoe genou ar puns a oa braz.

3 An holl dropellou en em zastume eno. Neuze e veze ruilhet ar mean diwar-c’horre genou ar puns hag e veze douraet an tropellou, ha goude e veze lakaet ar mean en e leac’h var genou ar puns.

4 Jakob a lavaraz : Va breudeur, a-beleac’h emaoc’h ? Hag e responjont : euz Charan emaomp.

5 Lavarout a reaz : Hag anavezout a rit Laban mab Nakor ? Hag e responjont : Anavezout a reomp anezhan.

6 Lavarout a reaz : Ha yac’h eo ? Hag e respontjont : Yac’h eo ha setu Rachel e verc’h o tont gant an denved.

7 Lavarout a reaz : Setu eo c’hoaz deiz braz, n’eman ket ar c’houlz da zastum al loened. Dourait an denved hag o c’hasit da beurin.

8 Hag e responjont : Ne c’hellomp ket betek ma vo an holl dropellou dastumet. Neuze e vez ruilhet ar mean diwar-c’horre genou ar puns hag e touraomp an denved.

9 Evel ma komze c’hoaz ganto, Rachel a erruaz gant denved he zad, rag mesaerez e oa.

10 Adalek ma welaz Jakob Rachel merc’h Laban breur e vam, ha denved Laban breur e vam, e tostaaz, e ruilhaz ar mean diwar-c’horre genou ar puns, hag e touraaz tropell Laban breur e vam.

11 Jakob a bokaz da Rachel hag, o sevel e vouez, en em lakeaz da ouelan.

12 Jakob a lavaraz da Rachel e oa kar d’he zad hag e oa mab Rebeka. Hi a redaz da lavarout kement-se d’he zad.

13 Kerkent ha ma klevaz Laban komz diwar-ben Jakob mab e c’hoar, e redaz d’e gavout, e vriataaz anezhan, e pokaz dezhan hag e lakeaz anezhan da zont en e di. Jakob a lavaraz da Laban an holl draou-se.

14 Laban a lavaraz : A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c’hig. Hag e chomaz gantan e-pad eur miz.

15 Neuze Laban a lavaraz da Jakob : Ha va serviji evit netra dre ma’z out va breur ? Lavar din pehini e vo da c’hopr.

16 Ha Laban