Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/35

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

en noz-se. 17 Ha Doue a zelaouaz Lea, hag e konsevaz, hag e c’hanaz eur pempvet mab da Jakob. 18 Hag e lavaraz : Doue Hen deus roet d’in va gopr evit beza roet va matez da’m fried ; hag e c’halvaz anezhan Issakar (= eur gopr a zo).

19 Lea a gonsevaz c’hoaz hag a c’hanaz eur c’hwec’hvet mab da Jakob.

20 Lea a lavaraz : Doue en deus roet eun donezon brav din. Ar wech-man va ozac’h a chomo ganin, rag roet em euz c’hwec’h mab dezhan. Hag e c’halvaz anezhan Zabulon (= annez).

21 Goude e c’hanaz eur verc’h, hag e c’halvaz anezi Dina (= barnedigez).

22 Doue en doe sonj euz Rachel, ha Doue he selaouaz hag a zigoraz he mamog.

23 Konsevin a reaz hag e c’hanaz eur mab, hag e lavaraz : Doue en deus lamet va mezegez.

24 Hag e c’halvaz anezhan Jozef (= ouzpen e roio), o lavarout : Ra roio an Aotrou din eur mab all !

25 Pa he doe Rachel ganet Jozef, Jakob a lavaraz da Laban : Va lez da vont evit ma tistroin da’m bro, e-barz va douar.

26 Ro din va gwragez ha va bugale, em euz da servijet evito, hag ez in kuit, rag te a oar ar servij am euz groet evidout.

27 Laban a lavaraz : Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rag anavezet em euz penaos en deus va benniget an Aotrou abalamour dit,

28 dibab da-unan da c’hopr, hag en roin dit.

29 En a lavaraz : Anavezout a rez penaos em euz da servijet hag ar pez eo deuet da vezan da loened ganin-me.

30 rag ar pez az poa a-raok din a oa nebeut a dra, mes abaoe e oa gwall gresket hag an Aotrou en deus da venniget var va roudou. Ha brema, pegoulz e labourin ivez evit va zi ?

31 Laban a lavaraz : Petra a roin dit ? Jakob a respontaz : Ne roi netra din. Mesa a rin c’hoaz da dropell hag o diwallin mar rez kement-man evidon :

32 tremen a rin hiziv e-touez da holl dropell, o lemel euz o zouez pep loen briz ha marellet ha pep loen du a-douez an oaned, hag ar re a zo marellet ha briz a-douez ar givri ; hennez a vezo va gopr.

33 Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket briz pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vezo bet laeret ganin.

34 Neuze Laban a lavaraz : Ac’hanta ! Ra vo evel ma ec’h euz lavaret.

35 En deiz-se, e lamaz ar bouc’hed barrennet ha marellet, an holl c’hivri briz ha marellet. Kement a oa gwen ennhan ha kement a oa du e-touez an oaned, o lakaat a reaz etre daouarn e vibien.

36 Lakaat a reaz eur pennad-hent a dri devez etrezan-en ha Jakob. Jakob a vesaaz an nemorant euz tropell Laban.

37 Jakob a gemeraz skourrou glaz a bupli, alamandez ha platan, hag e tibluskaz barrennou gwen enno, o tizolein ar gwen a oa er skourrou.

38 Lakaat a reaz ar skourrou hen doa diblusket dirak an denved el laoueriou hag en dourlec’hiou e-leac’h ma’z ae an denved da evan, hag e teuent da domman pa zeuent da evan.

39 An denved eta a zeue da domman pa welent ar skourrou, hag e c’hanent oanet barrennet, marellet ha briz.

40 Jakob a lodenne an oaned hag a lakae denved tropell Laban dirak ar re a oa barrennet ha kement a oa du. Hag e lakae e loened a-gostez, n’o lakae ket e-kichen tropell Laban.

41 Hag e c’hoarveze penaos bep gwech ma teue da domman ar re grenvan euz an tropell, Jakob a lakae ar skourrou dirak daoulagad al loened el laoueriou evit ma teujent da domman e-kichen ar skourrou.

42 Pa veze gwan an denved, n’o lakae ket, en doare ma oa ar re wan da Laban hag ar re grenv da Jakob.

43 An den-se a zeuaz da vezan pinvidikoc’h-pinvidikan hag en doe eun niver braz a loened, mitizien ha mevelien, kanvaled hag ezen.

31 Jakob a glevaz komzou mibien Laban, a lavare : Jakob en deus kemeret kement a oa d’hon tad, hag euz ar pez a oa d’hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigez-se.

2 Jakob a welaz dremm Laban, ha setu, ne oa ken en e genver evel diagent.

3 An Aotrou a lavaraz da Jakob : Distro da vro da dadou hag etrezek da gerentiez, ha me a vezo ganit.

4 Jakob a gasaz da lavarout da Rachel ha da Lea dont d’ar parkeier etrezek an tropell.

5 Lavarout a reaz : gwelet a ran n’eo ken dremm ho tad em c’henver evel diagent, mes Doue va zad a zo bet ganin.

6 C’hwi a oar penaos em euz servijet ho tad gant va holl nerziou.

7 Hag ho tad hen deuz groet goap ouzin, ha