Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/312

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 8.

en doare eur c’helc’h ; hag a enep ar penn ze oa he harpou hag he bannellou pere a oa tennet outhan. 36 Hag he voulaz, var c’horre he harpou ha var he bannellou, cherubined, leoned ha palmou, hervez park pep hini, ha kurunennou trozro. 37 Evel se eo e reaz an dek soc’h, o kaout holl ar memeuz teuz, eur memeuz muzur hag eur memeuz doare.

38 Ober a reaz ive dek beol arem, a bere pep hini a gendalc’he daou-ugent bath. Pep beol a oa a bevar illinad ; pep beol a oa var unan an dek soc’h. 39 Hag e lekeaz ar soc’hou, pemp en tu deou euz an ti ha pemp en tu kleiz euz an ti ; ha, divarbenn ar mor, e lekeaz anezhan en tu deou euz an ti, entrezeg ar savheol, euz tu ar c’hreizteiz.

40 Evel se Hiram a reaz ar beolou, ar paliou hag ar basinou ; hag ec’h achuaz an holl labour a rea d’ar roue Salomon evit ti an Aotrou ; 41 da c’houzout eo : daou beul hag an diou voul a zo var benn an togou pere a zo var grec’h ar peuliou ; ha diou roued evit golo diou voul ar peuliou pere a oa var grec’h ar peuliou ; 42 hag ar pevar c’hant avalou grenad evit an daou roued, daou renk grenad evit pep roued, evit golo diou c’houezaden golo an diou roued a oa var ar peuliou ; 43 hag an dek soc’h, hag an dek beol var ar soc’hou ; 44 hag ar mor, unik ; hag an daouzek ijen dindan ar mor ; 45 hag ar podou, hag ar paliou, hag ar basinou. An holl bezeliou ze, hen doa Hiram groet d’ar roue Salomon evit ti an Aotrou, a oa a arem pureet. 46 Ar roue a lakeaz ho zeui en plenen ar Jourdan, en eun douar dru, entre Sukot ha Tsarthan. 47 Ha Salomon na bouezas ket unan euz ar beseliou ze, abalamour ma oant re niveruz ; ha ne oe ket klasket pouez an arem.

48 Salomon a reaz c’hoaz an holl beseliou ze pere a oa da di an Aotrou : an aoter aour, hag an daol aour var behini e oa ar bara a ginnik ; 49 hag ar c’hantolerou a aour fin, pemp a zeou ha pemp a dleiz, dirag ar santuar ; hag ar fleuriou hag al lampou, hag ar mouchetezou aour ; 50 hag ar c’haleiou, ar serpou, ar basinou, an tazou hag an ezansouerou aour fin ; hag ar buderennou aour evit doriou an ti en diabarz, euz al lec’h santel meurbed, hag evit doriou an ti, evit an templ.

51 Evel se e oe achuet an holl labour hen doa ar roue Salomon lakeat ober evit ti an Aotrou. GoudeSalomon a lakeaz digas ar pez hen doa David, he dad, kensagret, an arc’hant, an aour hag ar beseliou, hag e lekeaz anezhei en tenzor ti an Aotrou.


8 NEUZE Salomon a lekeaz dastum en he gichen en Jerusalem re ansien Israel, hag holl chefou ar bobladou, prinsed tadou bugale Israel, evit dizougen, euz a gear David, pehini eo Sion, arc’h konvenans an Aotrou. 2 Hag holl dud Israel en em dastumaz en kichen ar roue Salomon, en mis Etanim, pehini eo ar seizved mis, enpad ar goel. 3 Holl re ansien Israel a zeuaz eta, hag ar sakrifierien a zouge an arc’h. 4 Evel se e oe lakeat arc’h an Aotrou hag an tabernakl a gemenadurez da biniat, hag an bezeliou zakr pere a oa en tabernakl ; ar sakrifierien hag al Levited ho dizougaz.

5 Hag ar roue Salomon hag holl asamble Israel, pere a oa pedet d’he gichen a oa asamblez dirag an arc’h ; hag e sakrifient loened bras ha munud en niver ken bras ken na hellet het ho niveri nag ho c’hounta. 6 Hag ar sakrifierien a zouge arc’h konvenans an Aotrou en he lec’h, en santuar an ti, el lec’h santel meurbed, dindan diou eskel ar cherubined. 7 Rag ar cherubined a astenne ho eskel var al lec’h ma tlee an arc’h beza, hag ar cherubined a c’holoe an arc’h hag he sparlou dreist. 8 Hag ar sparlou a oa hir a walc’h evit ma hellet gwelet ar pennou euz al lec’h santel, var diaraog ar santuar ; mes na vijent ket gwelet euz an diaveaz ; hag eno int choumet bete hirie. 9 Ne oa en arc’h nemert an diou daolen vein hen doa Moizez lakeat ennhi en Horeb, pa reaz an Aotrou konvenans gant bugale Israel, en ho monedigez euz a vro an Ejipt.

10 Hag e c’hoarvezaz, evel ma ez ea ar sakrifierien er meaz euz al lec’h santel, ma leuniaz ar goabren ti an Aotrou ; hag ar sakrifierien n’helljont ket choum ennhan evit ober ar servich, abalamour d’ar goabren ; rag gloar an Aotrou a leunie ti an Aotrou.

12 Neuze Salomon a lavaraz : An Aotrou Hen deuz lavaret he choumje en devalijen. 13 Achuet em euz da sevel eun ti evit da choumaj, eul lec’h evit ma choumi da viken !

14 Hag ar roue, o trei he visach, a vennigaz holl asamble Israel ; hag holl

302