Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/311

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 7.

hed ha tregont illinad lec’hed, ha dirazhei eur porched all ; en hevelep doare ma oa dirazhei peuliou hag eur peron. 7 Ober a reaz ive porched an trôn, el lec’h ma varne, porched ar varnedigez ; hag e oe goloet a sedr, adaleg eur plenchod beteg egile. 8 Hag he di el lec’h ma choume, er porz all, en diabars ar porz, a oe euz a eun oberians henvel. Ha Salomon a reaz da verc’h Faraon, da behini e oa dimezet, eun ti zavet evel ar porched ze.

9 An holl oberiou ze a oa a vein a bris, kizellet hervez muzuriou, keskenet gant an esken en diabars hag en diaveaz, euz ar zol d’ar c’hornichennou, hag en diaveaz beteg ar porz bras. 10 Ar zol a oa ive a vein a bris, a vein vras, a vein a zek illinad hag a vein a eiz illinad. 11 Ha varnezhei e oa mein a bris, kizellet hervez muzuriou, ha koad sedr. 12 Hag al leur vrasa he doa ive, trozro, tri renk mein kizellet hag eur renk treustou sedr, evel al leur a ziabars ti an Aotrou ha porched an ti.

13 Hag ar roue Salomon hen doa lakeat da zont euz Tir, Hiram, micherour en kwevr, pehini a oa mab da eur vreg intanvez euz a boblad Neftali, hag a behini an tad a oa Tirian. 14 An den ze a oa gwal anaoudeg, skiantek ha disket evit ober pep sort labour arem ; hag e teuaz da gaout ar roue Salomon, hag e reaz he holl labour.

15 Teuzi a reaz an daou beul arem. Huelder pep peul a oa tri ouec’h illinad, hag eur gorden a zaouzeg illinad a rea an dro anezhi. 16 Ober a reaz ive daou dok arem teuzet, evit lakaat var grec’h ar peuliou : huelder unan an togou a oa pemp illinad, hag huelder an tok all a oe ive pemp illinad. 17 Beza he oa evel rouejou en labouriou chadennet, dantelezennou evel chadennet, en togou pere a oa var gorre ar peuliou ; seiz evit unan an togou, ha seiz evit egile. 18 Hag e reaz ar peuliou gant daou renk avalou grenad var eur roued trozro, evit golo unan an togou pehini a oa var grec’h ar peuliou ; hag e reaz ar memeuz evit unan an togou. 19 Hag an togou, en krec’h ar peuliou, er porched, a oa groet a vleu lili, hag he doa pevar illinad. 20 Hag an togou pere a oa var an daou beul, en em save zoken dreist, adaleg lec’h ar c’hwezaden pehini a oa en tu all d’ar roued ; beza e oa ive daou c’hant avel grenad, lakeat dre renk, trozro, var an eil dok. 21 Ficha a reaz eta ar peuliou en porched an templ. Lakaat a reaz ar peul deou, hag ec’h hanvez anezhan Jakin ; goude he fichaz ar peul kleiz, hag ec’h hanvez anezhan Boaz. 22 Ha krec’h ar peuliou a oa doareet en liliennou. Evel se labour ar peuliou a oe achuet.

23 Ober a reaz ive ar mor teuzet, pehini hen doa dek illinad euz a eun tu d’egile : rond e oa tro da zro, euz a bemp illinad euz krec’h ; hag eur gorden a dregont illinad a vuzure an dro. 24 Hag, izelloc’h evit he vord, e oa trozro gwez-irvin pere ho zroie, dek dre bep illinad, a rea an dro holl d’ar mor ; hag e oa daou renk euz ar gwez-irvin ze, teuzet er memeuz moul. 25 Lakeat e oa var daouzek ijen, a bere tri a zelle entrezeg an hanter-noz, tri a zelle entrezek ar c’hus-heol, tri a zelle entrezeg ar c’hreisteiz ha tri a zelle entrezeg ar savheol. Ar mor a oa dreisthei, hag ho holl dalierou a oa troet en diarbars. 26 He zeoder a oa euz eur bal, hag he bord a oa evel bord eur c’halei, en foul drelizen ; derc’hel a rea daou vil bath.

27 Ober a reaz ive an dek soc’h arem, o kaout pep hini anezhei pevar illiinad hed, ha pevar illinad lec’hed, ha tri illinad huelder. 28 Ha setu pehini oa doare ar soc’hou. Beza he oa panellou enkadret entre bordou. 29 Ha var ar pannou ze pere a oa entre ar bordou, e oa leoned, ijened ha cherubined. Ha var ar bordou, ken dreist evel izelloc’h leoned hag ijened, e oa kurunennou diviliet. 30 Hag he oa en pep soc’h peder rod arern hag aelou arem ; hag he bevar zroad a zerviche da harp dezhei. An harpou ze a oa teuzet dindan ar veol ; hag en tu all da bep hini he oa ar c’hurunennou. 31 Digor ar soc’h, adaleg an diabarz euz ar gurunamant bete krec’h, he doa eun illinad ; ha var an digor ze rounteet en doare a draoun oa eun illinad hanter ; ha var an digor ze he oa ive mouleür. Ar pannellou a oa karre, nan trozro. 32 Hag ar peder rod a oa huelloc’h evit ar pannellou ; hag aelou a rodou a oa euz ar soc’h. Pep rod he doa eun illinad hanter a huelder. 33 Ha doare rodou a oa evel hini eur rod kar. Ho aelou, ho c’hamejou, ho emprou, hag ho mouili, holl e oant teuzet. 34 Ar pevar harp a oa en pevar c’horn pep soc’h ; he harpou a oa tennet euz ar soc’h zoken. 35 Ha penn ar soc’h en em save euz a eun hanter illinad,

301