Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/313

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 8.

asamble Israel a choume en ho za. 15 Hag e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, pehini, euz he c’henou, hen deuz komzet da Zavid va zad, ha pehini, euz he zorn, hen deuz peurc’hroet ar pez Hen doa prometet, o lavarout : 16 Abaoe an deiz ma em euz tennet va fobl Israel euz an Ejipt, n’em euz choazet kear ebet entouez holl bobladou Israel evit ma vije savet ennhi eun ti el lec’h ma vije va hano ; mes choazet em euz David evit ma vije var va fobl Israel. 17 Ha David, va zad, hen doa c’hoant da sevel eun ti da hâno an Aotrou, Doue Israel. 18 Mes an Aotrou a lavaraz da Zavid, va zad : Pa ez poa bet ar c’hoant da zevel eun ti d’am hano, ec’h euz groet mad ober ar sonj ze. 19 Koulskoude, ne zavi ket an ti ze ; mes da vab, deuet euz da groazellou, a vezo an hini a savo an ti ze d’am hano. 20 An Aotrou Hen deuz eta peurc’hroet ar gir Hen doa diskleriet ; ha me a zo deuet var lerc’h David, va zad, hag oun azezet var drôn Israel, evel ma Hen doa an Aotrou lavaret, hag em euz savet an ti ma en hano an Aotrou, Doue Israel. 21 Hag em euz lekeat ennhan eul lec’h evit an arc’h ; en pehini ema konvenans an Aotrou, pehini a reaz gant hon zadou pa ho zennaz euz bro an Ejipt.

22 Neuze Salomon en em dalc’haz dirag aoter an Aotrou, dirag holl asamble Israel, hag, oc’h asten he zaouam entrezeg an envou, e lavaraz :

23 O Aotrou, Doue Israel, nag aze d’an neac’h en envou, na d’an traoun var an douar, n’hen deuz ket eun Doue henvel ouzit, pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez en kenver da zervicherien pere a vale a greiz ho holl galoun dirag da fas ; 24 te, pehini ec’h euz dalc’het da servicher David, va zad, ar pez ez poa prometet dezhan. A-dra-zur, ar pez ec’h euz diskleriet gant da c’henou, a beurrez gant da zom, evel ma weler hirie. 25 Brema eta, o Aotrou, Doue Israel, dalc’h da servicher David, va zad, ar pez ec’h euz prometet dezhan, o lavarout : Na vanko kamet d’id unan eus da lignez da azeza var drôn Israel ; gant ma lakao da vibien evez euz ho hent, evit bale dirag va fas evel ma ec’h euz baleet. 26 Ha brema, o Doue Israel, da bedi a ran, ma vezo groet ar gomz se pehini ez poa diskleriet da servicher David, va zad.

27 Mes gwir e vefe he choumfe Doue var an douar ? Setu ama, an envou, an envou euz an envou zoken, n’hellont ket da zerc’hel ; pegement nebeutoc’h an ti ma pehini em euz savet ? 28 Koulskoude, o Aotrou, va Doue, laka evez euz peden da zervicher hag euz he c’houlen, evit selaou ar griaden hag ar beden a ra da zervicher d’id hirie. 29 Ra vezo da zaoulagad digor, deiz ha noz, var an ti ma, var al lec’h a behini ec’h euz lavaret : Va hano a vezo aze ! Selaou ar beden a ra da zervicher el lec’h ma. 30 Selaou goulen da zervicher hag hini da bobl Israel, pa bedfont el lec’h ma ; selaou anezhei, te, euz lec’h da choumaj en envou ; selaou ha pardoun !

31 Pa hen devezo unan benag pec’het a enep he nesa, ha ma vezo goulennet outhan al le evit e lakaat da douet, ha ma teuo da bresta he le dirag da aoter, en ti ma ; 32 te, selaou euz an envou, gra, ha barn da zervicherien, en eur varn an den fall hag en eur lakaat he gundu da gweza var he benn ; o justifia ar just hag oc’h ober dezhan hervez he reizder.

33 Pa vezo bet da bobl Israel kannet gant he enebour, evit beza pec’het en da enep ; mar distroont d’id, mar roont gloar d’az hano, ha mar reont d’id euz an ti ma pedennou ha goulennou ; 34 te, selaou anezhei euz an envou, ha pardoun pec’hed da bobl Israel, ha digas anezhei en douar pehini ec’h euz roet d’ho zadou.

35 Pa vezo an envou zerret, ha ma na vezo ken a c’hlao, abalamour ma ho devezo pec’hed en da enep ; mar pedont el lec’h ma, ma roont gloar d’az hano, ha ma na zistroont ket euz ho fec’hejou, dre ma ez pezo ho glac’haret ; 36 te, selaou anezhei euz an envou, ha pardoun pec’hed da zervicherien ha da bobl Israel, goude ma ez pezo kelennet dezhei an hent mad dre behini he tleont bale ; ha digas glao var an douar pehini ec’h euz roet en heritach d’az pobL

37 Pa vezo dienez er vro pe ar vosen ; pa vezo ar merkl, an iel, ar c’hilien-raden, pe ar biskouled ; pa gelc’hio an enebourien anezhei en ho bro, en ho doriou, pe pa vezo eur gouli, eur c’hlenved benag ; 38 eur beden benag, eur goulen benag a raio eun den benag a vefe euz da holl bobl Israel, hervez ma ho devezo anavezet pep hini gouli he galoun, ha ma hen devezo pep hini astennet he zaouarn entrezeg an ti ma ; 39 te, selaou anezhei

303