Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/305

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 2.

azezet zoken var drôn ar rouantelez ; 47 ha servicherien ar roue zoken a zo deuet da venniga ar roue David, hon aotrou, o lavarout : Ra rento Doue hano Salomon brasoc’h evit da hini, ha ra zavo da drôn muoc’h evit da hini ! Hag ar roue a zo en em stouet var he wele. 48 Ha setu ama ar pez hen deuz ar roue lavaret : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, pehini hen deuz roet hirie, da veza azezet var va zrôn, eun den pehini a welan gant va daoulagad va unan !

49 Neuze an holl re bedet pere a oa gant Adonija, a oe en eun drubul bras hag e savchont, ha pep hini anezhei a ieaz en he du. 50 Hag Adonija, o kaout aoun dirag Salomon, a zavaz hag a ieaz, hag a grogaz en kerniel an aoter. 51 Hag e oe lavaret kement se da Salomon, o lavarout : Setu, Adonija hen deuz aoun euz ar roue Salomon ; ha setu, hen deuz kroget en kerniel an aoter, hag hen deuz lavaret : Ra douo ar roue Salomon d’in hirie ne lakao ket he zervicher da vervel gant ar c’hleze. 52 Neuze Salomon a lavaraz : Mar en em gundu en den mad, na gwezo ket eur vleven euz he benn d’an douar ; mes mar en em gav drouk ennhan, e varvo. 53 Hag ar roue Salomon a gasaz, hag a lekeaz he gerc’het euz an aoter ; hag e teuaz d’en em stoui dirag ar roue Salomon. Ha Salomon a lavaraz dezhan : Kea ebarz da di.


2 Amzer maro David a dostae, rei a reaz he c’hourc’hemennou d’he vab Salomon, hag a lavaraz dezhan : 2 Mont a ran dre hent an douar holl ; en em nerz ha bez eun den. 3 Ha mir ar pez a fell d’an Aotrou da Zoue a virfeaz, o vale en he henchou, hag o viret he reoliou, he c’hourc’hemennou, he urzou hag he desteniou, hervez ar pez a zo skrivet en lezen Moizez ; abalamour d’id da zont a benn euz kement a gemeri ; 4 ha ma peur raio an Aotrou ar gir Hen deuz diskleriet d’in, o lavarout : Ma laka da vibien evez d’ho hent, evit bale diraz Oun er wirione, euz ho holl galoun hag euz ho holl ine, neuze da lignez na vezo biken dilamet euz trôn Israel. 5 A hend all, anaout a rez petra hen deuz groet Joab, mab Tseruja, d’in, ar pez hen deuz groet da zaou a vestrou arme Israel, da Abner, mab Ner, ha da Amasa, mab Jether, pehini hen deuz lazet, o skulia, er peoc’h, goad ar brezel, hag o oada euz goad ar brezel ar gouriz hen doa euz he groazel hag ar boutou hen doa en he dreid. 6 Ober a ri hervez da furnez, ha na lezi ket da zisken en peoc’h he vleo gwen er bez. 7 Divarbenn mibien Barzillai, ar Galaadit, e vezi madelezuz en he genver, hag e vefont euz ar re pere a zebro euz da daol ; rag evel se eo int deuet entrezeg ennoun, pa dec’hen dirag Absalom, da vreur. 8 Ha setu, ema ganez Shimei, mab Guera, ar Benjamit, euz Bakurim, pehini a lavaraz malloziou spountuz a enep d’in, en deiz ma ez een da Vahanaim ; mes disken a reaz araog d’in entrezeg ar Jourdan, hag e touiz dezhan dre an Aotrou hag he lavariz : Ne lakain ket ac’hanout da vervel dre ar c’hleze. 9 Brema eta, na lezi ket anezhan hep kastiz ; rag fur out evit anaout ar pez a dlei ober ; mes lakaat a ri merket a oad he vleo gwen da zisken er bez.

10 Neuze David a gouskaz gant he dadou, hag e oe sebeliet en kear David. 11 Hag an amzer ma renaz David var Israel a oe daou-ugent vloaz. Ren a reaz seiz vloaz en Hebron, ha tri bloaz ha tregont en Jerusalem.

12 Ha Salomon a azezaz var drôn David, he dad, hag he ren a oe starteet mad.

13 Neuze Adonija, mab Hagguith, a zeuaz da di Bath-Sheba, mam Salomon. Hag hi a lavaraz : Dont a rez evit ar peoc’h ? Hag hen a respountaz : Evit ar peoc’h. 14 Goude e lavaraz : Eur gir em euz da lavaret d’id. Hi a respountaz : Komz ! 15 Hag e lavaraz : Anaout mad a rez penaoz e oa ar rouantelez d’in, hag e c’hortoze Israel holl ma renjen ; mes ar rouantelez a zo chanchet, hag eo digwezet d’am breur, dre ma hen deuz an Aotrou he roet dezhan. 16 Brema eta, em euz eur goulen da ober ouzit ; na dremen ket hep he rei d’in. Hag hi a lavaraz dezhan : Komz ! 17 Hag hen a lavaraz : Da bedi a ran, lavar d’ar roue Salomon (rag e rei a raio d’id) ma roio Abisag, ar Sunamitez, da vreg d’in. 18 Beth-Sheba a respountaz : Mad ; me a gomzo evidout d’ar roue.

19 Ha Bath-Sheba a ieaz da gaout Salomon, evit komz dezhan evit Adonija. Hag ar roue, o sevel, a zeuaz araog dezhi hag en em stouaz dirazhi ; goude ec’h azezaz var he drôn, hag e reaz lakaat eur skabel da vam ar roue ; hag ec’h azezaz a

295