Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/304

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 1.

ha loened munud en niver bras. Hag hen deuz pedet holl vibien ar roue, hag Abiathar, ar sakrifier, ha Joab, mestr an arme ; ha n’hen deuz ket pedet Salomon, da esklav. 20 Ha divar da benn te, o roue, va aotrou, daoulagad Israel holl a zo varnout te, evit ma tiskleri d’ar bobl piou a vezo azezet var drôn ar roue, va aotrou, var he lerc’h. 21 Hag, e c’hoarvezo penaoz pa vezo ar roue, va aotrou, gourvezet gant he dadou, me ha va mab Salomon a vezo treitouret, evel pec’herien.

22 Ha setu, e komze c’hoaz gant ar roue, pa eruaz Nathan ar profed. 23 Hag e oe diskleriet kement se d’ar roue, o lavarout : Setu Nathan, ar profed. Hag e teuaz dirag ar roue, hag en em stouaz d’an douar var he visach dirag ar roue. 24 Ha Nathan a lavaraz : O roue ! va aotrou, lavaret ec’h euz-te : Adonija eo a reno var va lerc’h, hag hen eo an hini a vezo azezet var va zrôn ? 25 Rag diskennet eo hirie, hag hen deuz sakrifiet ijened ha loened lard, ha loened munud en niver bras, hag hen deuz pedet holl vibien ar roue, ha mestrou an arme, hag Abiathar, ar sakrifier ; ha setu, int o tibri hag o c’heva dirazhan, hag he leveront : Ra vevo ar roue Adonija ! 26 Mes n’euz ket pedet, nag ac’hanoun me, na da zervicher, na Tsadok ar sakrifier, na Benaja, mab Jehojada, na Salomon, da zervicher. 27 Kement ma ha groet e vefe bet gant ar roue, va aotrou, hep ma pefe roet da anaout da servicherien piou a dle azeza var drôn ar roue, va aotrou, he c’houde !

28 Neuze ar roue David a respountaz hag a lavaraz : Galvet Bath-Sheba d’in ; hag e teuaz dirag ar roue hag en em dalc’haz dirazhan. 29 Neuze ar roue a douaz, hag a lavaraz : An Aotrou, pehini Hen deuz delivret va ine a bep tristedigez, a zo beo ! 30 Evel ma em euz he douet d’id dre an Aotrou, Doue Israel, o lavarout : A-dra-zur da vab Salomon a reno var va lerc’h hag a azezo var va zrôn em goude, evel se e rin hirie. 31 Ha Bath-Sheba a blegaz he bisach var zu an douar, hag en em stouaz dirag ar roue, hag a lavaraz : Ra vevo da viken ar roue David, va aotrou !

32 Goude ar roue David a lavaraz : Galvet Tsadok ar sakrifier ama, ha Nathan ar profed, ha Benaja, mab Jehojada. Hag e teujont dirag ar roue. 33 Hag ar roue a lavaraz dezhei : Kemeret ganeoc’h servicherien hoc’h aotrou, ha likiit Salomon va mab da biniat var va mulez, ha likiit anezhan da zisken da Guihon ; 34 ha ma vezo eoliet eno gant Tsadok, ar sakrifier ha gant Nathan ar profed, da roue var Israel. Goude e sounfet an drompil, hag e leverfet : Ra vevo ar roue Salomon ! 35 Hag e pinfeet var he lerc’h, hag e teuo, hag ec’h azezo var va zrôn, hag e reno em flas ; rag evel se em euz gourc’hemennet e vezo rener Israel ha Juda.

36 Neuze Benaja, mab Jehojada, a respountaz d’ar roue hag a lavaraz : Amen ! Ra urzo an Aotrou, Doue ar roue, va aotrou, evel se ! 37 Evel ma eo bet an Aotrou gant ar roue, va aotrou, ra vezo er memeuz doare gant Salomon, ha ma savo he drôn muoc’h evit trôn ar roue David, va aotrou.

38 Goude Tsadok, ar sakrifier, a ziskennaz gant Nathan, ar profed ha Benaja, mab Jehojada, hag ar Gerethied hag ar Belethied, hag e rejont da Salomon piniat var mulez ar roue David hag e kaschont anezhan da Guihon. 39 Ha Tsadok, ar sakrifier, a gemeraz euz an tabernakl korn an eol, hag a eoliaz Salomon. Goude e sounet gant an drompil, hag ar bobl holl a lavaraz : Ra vevo ar roue Salomon ! 40 Hag ar bobl holl a biniaz var he lerc’h ; hag ar bobl a c’hoarie euz ar fleut, hag en em roe de eur joa vras, hag a lakae an douar da skeltra gant he c’hriadennou.

41 Hag Adonija hag an holl re bedet pere a oa ganthan a glevaz an drouz se, evel ma paouezent da zibri. Joab ive, o veza klevet son an drompil, a lavaraz : Perag an drouz se euz a gear en trubul ? 42 Evel ma komze c’hoaz, setu, Jonathan, mab Abiathar ar sakrifier a eruaz. Hag Adonija a lavaraz dezhan : Deuz, rag te a zo eun den kalounek ; digas a rez kelou mad. 43 Mes Jonathan a respountaz hag a lavaraz da Adonija : Er c’hontrel, ar roue David, hon aotrou, hen deuz lekeat Salomon da roue. 44 Hag ar roue hen deuz kaset ganthan Tsadok, ar sakrifier, ha Nathan, ar profed, Benaja, mab Jehojada, hag ar Gerethied hag ar Belethied ; hag ho deuz lekeat anezhan da biniat var mulez ar roue. 45 Goude Tsadok, ar sakrifier, ha Nathan, ar profed, ho deuz eoliet anezhan da roue en Guihon ; adpiniet ho deuz gant joa, ha kear holl a zo en em fromet ; hennez eo an drouz hoc’h euz klevet. 46 Ha Salomon a zo

294