Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/306

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. ROUANE, 2.

zeou dezhan. 20 Hag hi a lavaraz : Eur goulen bihan em euz da ober d’id ; na dremen ket hep he rei d’in. Hag ar roue a respountaz dezhi : Gra anezhan, va mam ; rag he rei a rin d’id. 21 Hag hi a lavaraz : Ra vezo roet Abisag, ar Sunamitez, da vreg da Adonija, da vreur. 22 Mes ar roue Salomon a respountaz, hag a lavaraz d’he vam : Ha perag e c’houlennez-te Abisag, ar Sunamitez, evit Adonija ? Goulen eta ar rouantelez evithan, rag va breur ena eo ; evithan, hag evit Abiathar, ar sakrifier, hag evit Joab, mab Tseruja !

23 Neuze ar roue Salomon a douaz dre an Aotrou, en eul lavarout : Ra raio Doue d’in hervez he vrasa rustler, ma n’hen deuz ket Adonija lavaret kement se a enep d’he vuez he unan ! 24 Ha brema, an Aotrou a zo beo, pehini Hen deuz lekeat ac’hanoun da azeza var drôn David, va zad, ha pehini hen deuz lekeat va zi evel ma hen doa lavaret ! A-dra-zur Adonija a vezo lakeat d’ar maro hirie. 25 Hag ar roue Salomon a roaz urz da Venaja, mab Jehojada, pehini en em dolaz varnezhan ; hag e varvaz.

26 Goude ar roue a lavaraz da Abiathar, ar sakrifier : Kea da Anathoth, en da zalc’h ; rag meritout a rez ar maro ; koulskoude ne lakain ket ac’hanout d’ar maro hirie ; rag douget ec’h euz arc’h an Aotrou dirag David, va zad, ha bet ec’h euz peurz en holl glac’hariou va zad. 27 Evel se Salomon a gasaz Abiathar kwit, evit ma na vije ken sakrifier d’an Aotrou ; hag kement se, evit peur ober gir an Aotrou, pehini hen doa diskleriet en Silo a enep ti Heli. 28 Ar c’helou ma o veza deuet da Joab (pehini a oa en em savet en dirolded evit heul Adonija, petra benag ma ne oa ket en em zavet evit heul Absalom), a dec’haz en tabernakl an Aotrou, hag a grogaz en kerniel an aoter. 29 Hag e teu]ot da lavaret d’ar roue Salomon : Joab a zo tec’het en tabernakl an Aotrou, ha setu ema tost d’an aoter. Neuze Salomon a gasaz Benaja, mab Jehojada, hag a lavaraz dezhan : Kea, en em daol varnezhan. 30 Benaja a zeuaz eta da dabernakl an Aotrou, hag e lavaraz dezhan : Evel-hen hen deuz lavaret ar roue : Deuz a lese ! Hag hen a lavaraz : Nan ; mes aman e varvin. Ha Benaja a ziskleriaz d’ar roue, o lavarout : Joab hen deuz komzet evelhen ouzin, hag hen deuz respountet evelhen d’in. 31 Hag ar roue a lavaraz dezhan : Gra evel ma hen deuz lavaret. En em daol varnezhan, ha sebeil anezhan ; hag e lami divarn oun ha divar ti va zad ar goad hen deuz Joab skuliet hep abek. 32 Hag an Aotrou a lakao he oad da gweza var he benn ; rag en em daolet eo bet var daou den justoc’h ha gwelloc’h evithan, hag hen deuz ho laset gant ar c’hleze, hep ma wezaz David, va zad, netra : Abner, mab Ner, chef arme Israel, hag Amasa, mab Jether, chef arme Juda. 33 Hag ho goad a adkouezo var benn Joab, ha var benn he lignez da viken ; mes peoc’h a vezo da viken a beurz an Aotrou, evit David, evit he lignez, evit he di hag evit he drôn. 34 Benaja, mab Jehojada, a biniaz eta, hag en em daolaz varnezhan, hag hen lazaz ; hag he oe sebeliet en he di, en distro. 35 Neuze ar roue a lekeaz Benaja, mab Jehojada, mestr var an arme, en lec’h Joab ; hag ar sakrifier Tsadok a oe lakeat gant ar roue en plas Abiathar.

36 Goude ar roue a gasaz da c’hervel Shimei, hag a lavaraz dezhan : Sav eun ti d’id en Jerusalem, ha choum ehnhan, ha n’ez a ket er meaz anezhan d’eur c’hoste na d’egile. 37 Rag anavez penaoe en deiz ma ez i er meaz outhan ha ma tremeni dour-red Sedron, e varvi hep remed : Da oad a vezo var da benn. 38 Ha Shimei a respountaz d’ar roue : Ar gomz se a zo mad ; da zervicher a raio kement hen deuz ar roue, va aotrou lavaret. Evel se Shimei a choumaz eun hevelep amzer en Jerusalem. 29 Mes eruout a reaz a benn tri bloaz, daou vevel Shimei a dec’haz da gaout Akiz, mab Maaka, roue Gath ; hag e oe diskleriet kement se da Shimei, o lavarout : Setu, da vevelien a zo en Gath. 40 Ha Shimei a savaz hag a vasaz he azen, hag a ieaz da C’hath, da gaout Akiz, da glask he vevelien. Shimei a ieaz eta hag a zigasaz he vevelien ganthan euz Gath. 41 Hag e oe lavaret da Salomon e oa eet Shimei euz Jerusalem da C’hath, ha penaoz he oa distro. 42 Hag ar roue a gasaz da c’hervel Shimei, hag a lavaraz dezhan : N’em boa ket groet d’id touet dre an Aotrou, ha n’em boa ket groet d’id protesti, o lavarout : Anavez mad penaoz en deiz ma ez i er meaz ha ma ez i euz eur c’hostez pe egile, e varvi hep remed ? Ha n’ez

296