Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/297

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 20.

d’ar roue : Ped vloaz em euz me da veva, ma pinfen gant ar roue da Jerusalem ? 35 Oajet oun hirie a bevar ugent vloaz ; hellout a rafen me dishenvelli ar pez a zo mad euz ar pez a zo fall ? Da zervicher ha blasaat a rafe ar pez a zebrfe hag a evfe ? Hellout a rafen c’hoaz klevet mouez ar ganerien hag ar ganerezed ? Ha perag e vefe c’hoaz da zervicher a vec’h d’ar roue, va aotrou ? 36 Da zervicher a ielo eun tam en tu all d’ar Jourdan gant ar roue. Mes perag he fellfe d’ar roue rei d’in eun nevelep gobr ? 37 Da bedi a ran, ma tistroo da zervicher, ha ma varvin em c’hear, tost da vez ma zad ha va mam. Mes setu ama, da zervicher Kimham a dremeno gant ar roue va aotrou ; gra evithan ar pez a gavi mad. 38 Hag ar roue a lavaraz : Ra zeuo Kimham ganen, ha me a raio evithan kement a gavi mad ; ha kement a fello d’id kaout diganen, me a roio anezhan d’id. 39 Ar bobl holl a dremenaz eta ar Jourdan, hag ar roue ive a dremenaz anezhi. Goude ar roue a bokaz da Varzillai hag hen bennigaz ; hag e tistroaz d’he di.

40 Ac’hane ar roue a ieaz da Chilgal, ha Kimham a ieaz ganthan. Evel se holl bobl Juda, hag an hanter zoken euz pobl Israel a addigasaz ar roue.

41 Mes setu, holl dud Israel a zeuaz da gaout ar roue, hag a lavaraz dezhan : Perag ho deuz kemeret tud Juda, hon breudeur, ac’hanout, ha ma ho deuz lakeat da dremen ar Jourdan, ar roue, he famil, hag holl dud David ganthan ? 42 Neuze holl dud Juda a respountaz da dud Israel : Abalamour ma eo ar roue nesoc’h deomp. Ha perag en em fachit-hu euz ze ? Debret hon euz ni eun dra benag euz ar pez a zo d’ar roue ? Pe bet hon euz ni eur prof benag ? 43 Mes tud Israel a respountaz da dud Juda, hag a lavaraz : Ni hon euz dek loden er roue, ha ni a zo evit David muoc’h evidoc’h : perag eta oc’h euz hon disprijet ? N’hon euz ni ket komzet ar re genta euz addigaz hon roue ? Mes tud Juda a gomzaz garvoc’h evit tud Israel.


20 Neuze en em gavaz eno eun den drouk, hanvet Sheba, mab Bikri, Benjamit, pehini a zounaz euz an drompil hag a lavaraz : Ni n’hon deuz lod ebet gant David, nag a heritach gant mab Isai. Israel, pep hini hen deuz he dantennou ! 2 Neuze holl dud Israel a bellaez euz David hag a heuliaz Sheba, mab Bikri ; mes tud Juda en em stagaz euz ho roue, adaleg ar Jourdan bete Jerusalem.

3 Ha pa en em gavaz David en he di en Jerusalem, e kemeraz an dek ribodez hen doa lezet evit diwal he di ; hag e lekeaz anezhei en eul lec’h en pehini e oent diwallet. Beva a reaz anezhei eno, mes n’ez eaz ket d’ho c’haout. Evel se e oent dastumet bete deiz ho maro, evit beva en intanvach.

4 Goude ze ar roue a lavaraz da Amasa : Dastum, d’in dre griaden bublik, abarz tri deiz, tud Juda ; ha te, en em gav ama. 5 Amasa a ieaz eta evit dastum a griaden publik re Juda ; mes dale a reaz pelloc’h evit an amzer a oa merket dezhan. 6 Neuze David a lavaraz da Abishai : Brema, Sheba, mab Bikri, a raio deomp muoc’h a zroug evit Absalom. Te, kemer eta servicherien da aotrou, ha kenred anezhan, gant aoun na gavfe keariou krenv, ha ma kolfen ar gwel anezhan. 7 Evel se tud Joab a ieaz var he lerc’h, gant ar C’heretied, hag ar Belethied, hag an holl dud nerzuz. Dont a rejont euz Jerusalem evit kenredek Sheba, mab Bikri. 8 Hag evel ma oant tost d’ar mean bras a zo en Gabaon, Amasa a zeuaz araog dezhei. Ha Joab hen doa lakeat an duniken gant pehini en em wiske ; ha dreist e oa gouriz he gleze, stag var he groazel, en he gouin ; ha pa ez eaz araog e kwezaz. 9 Ha Joab a lavaraz da Amasa : Iac’h out-te, va breur ? Goude Joab a grogaz gant he zorn deou en baro Amasa, evit pokat dezhan. 10 Hag Amasa ne lakae ket evez euz ar c’hleze a oa en dorn Joab ; ha Joab a roaz eun taol dezhan en he gof, hag a skuliaz he vouzellou d’an douar, hep he skei eun eilved gwech ; hag e varvaz. Goude ze Joab hag Abishai he vreur a genredaz Sheba, mab Bikri. 11 Hag unan euz zervicherien Joab a choumaz en he za en kichen Amasa, o lavarout : Piou benag a gar Joab, ha piou benag a zo evit David, ra heulio Joab ! 12 Hag Amasa en em rulie er goad en kreiz an hent ; hag an den ma, o welet ar bobl holl o choum en he za, a voutaz Amasa er meaz an hent en eur park, hag a dolaz varnezhan eur vantel, pa welaz penaoz e choume en ho za ar re holl pere en em gave tost dezhan. 13 Ha pa hen doe he lamet euz an hent,

287