Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/298

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 21.

pep hini a ieaz ebiou var lerc’h Joab, abalamour da genredek Sheba, mab Bikri.

14 Ha Sheba a genredaz holl bobladou Israel, bete Abel-Beth-Maaka, hag holl vro ar Verited, pere en em dastumaz hag hen heuliaz ive. 15 Tud Joab a zeuaz eta, hag a gelc’hiaz anezhan en Abel-Beth-Maaka ; hag he savchont a enep kear eur grec’hien pehibi a dape ar voger ; hag an holl bobl pehini a oa gant Joab a doulle ar voger evit he lakaat da gweza. 16 Neuze eur vreg ijinuz a griaz adaleg kear : Selaouet, selaouet ! Lavaret, me ho ped, da Joab : Tosta bete ama, ma komzin ouzit. 17 Ha pa oe tostaet outhi, ar vreg a lavaraz : Joab out-te ? Hen a respountaz : Me eo. Hi a lavaraz dezhan : Selaou komzou da vatez. Hen a respountaz : Me a zelaou. 18 Komz a reaz eta, hag e lavaraz : Lavaret a reet aliez gwech all : Ma ez efer da guzuli Abel, hag an dra a vezo groet. 19 Me a zo eur gear peoc’huz ha fidel en Isracl ; te a fell d’id lakaat distruja eur gear pehini a zo eur vam en Israel ! Perag e tistrujfez-te heritach an Aotrou ? 20 Joab a respountaz hag a lavaraz : Pell ouzin me, pell ouzin me, da c’hoantaat distruja ha revina ! 21 An dra n’ema ket evel se. Mes eun den euz menez Efraim hanvet Sheba, mab Bikri, hen deuz savet he zorn enep ar roue, a enep David. Roit anezhan d’in hepken, ha me a bellaio euz kear. Hag ar vreg a lavarz da Joab : Setu, ez eer da deurel d’id he benn dreist ar voger. 22 Ar vreg ma a deuaz eta da gaout an holl bobl hag a gomzaz dezhei gant furnez ; hag e troc’hjont he benn da Sheba, mab Bikri, hag e taoljont anezhan da Joab. Neuze he sonaz gant an drompil ; ar bobl en em dennaz a zirag kear, pep hini en he danten ; ha Joab a zistroaz da gaout ar roue da Jerusalem.

23 Ha Joab a oa chef holl arme Israel ; ha Benaja, mab Jehojada, hen doa dindanhan ar Gerethied hag ar Berethied ; 24 hag Adoram a oa mestr an tellou ; ha Jehosafat, mad Akilud, sturier an envoriou : 25 Sheja, skrivanier ; Tsadok hag Abiathar, sakrifierien. 26 Hag Ira, Jairit, a oa ive sakrifier David.


21 BEZA e oe oe en amzer David eur gernez pehini a badaz tri bloaz diouc’h-tu. Ha David a glaskaz fas an Aotrou ; hag an Aotrou a lavaraz : Abalamour da Saül ha d’he di a oad eo ; dre ma hen deuz lakeat ar Gabaonited da vervel. 2 Hag ar roue a c’halvaz ar C’habaonited evit komz outhei. (Mes ar C’habaonited ne oant ket euz a vugale Israel, mes eun nemorant euz an Amoreaned ; ha bugale Israel a oa en em ereet en ho c’henver dre le ; koulskoude Saül a glaskaz ho lakaat da vervel, abalamour ma oa oazuz evit bugale Israel ha Juda.) 3 Ha David a lavaraz d’ar C’habaonited : Petra a rin me evidoc’h, ha gant petra e rin me an dic’haou, evit ma vennigfac’h heritach an Aotrou ? 4 Ar C’habaonited a respountaz dezhan : N’euz ket a lec’h evidomp a arc’hant nag a aour, gant Saül ha gant he di ; ha n’eo ket deomp ni da lakaat den d’ar maro en Israel. Hag hen a lavaraz : Petra a c’houlennit a rafeen evidoc’h ? 5 Hag int a respountaz d’ar roue : An den ze pehini hen deuz hon distrujet, ha pehini hen deuz hon eskinet evit hon distruja, ha ma na choumje hini ac’hanomp en bro ebet da Israel, 6 ra vezo roet deomp seiz euz he vibien, ha ni ho c’hrougo dirag an Aotrou, var grec’hien Saül, dibabed an Aotrou. Hag ar roue a lavaraz : Me ho roio.

7 Hag ar roue a esperniez Mefibosheth, mab Jonathan, mab Saül, abalamour d’al le ho doa groet entrezhei, dirag an Aotrou, David ha Jonathan, mab Saül. 8 Mes ar roue a gemeraz daou vab Ritspa, merc’h Ajja, Arraoni ha Mefibosheth, pere he doa ganet da Saül, ha pemp mab Mikal, merc’h Saül, pere he doa ganet da Adriel, mab Barzillai, Meholathit ; 9 hag e roaz anezhei en daouarn ar C’habaonited, pere ho c’hrougaz var ar menez, dirag an Aotrou. Ar zeiz se a oe eta lazet asamblez ; hag e oent lakeat d’ar maro en deiziou kenta euz an eost, er penn kenta euz mederez an heiz. 10 Neuze Ritspa, merc’h Ajja, a gemeraz eur zac’h, hag a astennaz anezhan var ar roc’h, abaoe ar penn kenta euz ar vederez bete ma kwezaz glao an env varnezhei ; ha ne lezaz ket laboused an env d’en em boz varnezhei en deiz, na loened ar parkeieir en noz. 11 Hag e oe roet da anaout da Zavid ar pez hen doa groet Ritspa, merc’h Ajja ribodez Saül. 12 Ha David a ieaz hag a gemeraz eskern Saül hag eskern Jonathan, he vab, en ti tud Jabez a C’halaad, pere ho doa ho c’hemeret a Vet-shan, el lec’h

288