Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/296

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
II. SAMUEL, 19.

se d’an holl bobl, o lavarout : Setu, ar roue a zo azezet en tal an nor. Hag ar bobl holl a zeuaz araog ar roue.

9 Koulskoude Israel a oa tec’het kwit, pep hini en he danten. Hag ar bobl holl en em enebe en holl bobladou Israel, o lavaret : Ar roue hen deuz hon delivret euz a zorn hon enebourien, hag hen deuz hon diwallet euz dorn ar Filistined ; ha brema eo tec’het kwit euz ar vro abalamour da Absalom. 10 Hag Absalom pehini hor boa eoliet evit beza roue varnomp, a zo maro en emgann. Brema eta, perag na gomzit-hu ket euz adkerc’het ar roue ?

11 Neuze ar roue David a gasaz da lavaret d’ar sakrifierien Tsadok hag Abiathar : Komzet da re ansien Juda, ha lavaret dezhei : Perag e vefac’h-hu ar re diveza o tigaz ar roue d’he di ? (Rag ar c’homzou a lavare Israel holl a oa deuet bete ar roue en he di.) 12 C’hwi eo va breudeur, c’hwi eo va eskern ha va c’hik ; ha perag e vefac’h-hu ar re diveza oc’h addigaz ar roue ? 13 Lavarit ive da Amasa : N’out-te ket va eskern ha va c’hig ? Ra raio Doue d’in hervez ar rustler diveza, ma na lakaan ket ac’hanout, da viken, mestr an arme en plas Joab ! 14 Evel se e plegaz ho c’haloun da holl dud Juda, evel pa na vijent bet nemert eun den hepken ; hag e kaschont da lavaret d’ar roue : Distro gant da holl zervicherien. 15 Ar roue a zistroaz eta hag a zeuaz d’ar Jourdan ; ha Juda a zeuaz da C’hilgal evit mont da ziaraogi ar roue, hag evit e lakaat da dremen ar Jourdan.

16 Ha Shimei, mab Guera, Benjamit, euz Bakurim, a hastaz disken gant tud Juda, da ziaraogi ar roue David. 17 Hag e oa ganthan mil den a Venjamin, kenkoulz ha Tsiba, servicher euz a di Saül hag he bemzek mab hag he ugent servicher ganthan ; hag e tremenjont ar Jourdan dirag ar roue. 18 Ar vag a dremenaz ive, da zougen famil ar roue, hag evit ober evel ma karje. Neuze Shimei, mab Guera, en em dolaz d’an douar dirag ar roue, evel ma tremene ar Jourdan ; 19 hag e lavaraz d’ar roue : Ra na lakao ket va aotrou va fec’hed varnoun, ha ma n’hen devezo ket sonj euz ar pez hen deuz da zervicher groet gant drougiez, en deiz en pehini ar roue, va aotrou, a iea kwit euz Jerusalem, ha ra na gemero ket ar roue ze en he galoun. 20 Rag da zervicher a anavez hen deuz pec’het ; ha setu, ez oun deuet hirie, ar c’henta euz holl di Josef, evit disken araog ar roue, va aotrou. 21 Mes Abishai, mab Tseruja, a respountaz hag a lavaraz : Abalamour da ze na vezo ket lakeat Shimei d’ar naro, pa hen deuz milliget eoliet an Aotrou ? 22 Ha David a lavaraz : Petra em euz d’ober ganeoc’h, mibien Tseruja, ma ez oc’h hirie va enebourien ? Lakaat a rafet d’ar maro unan benag hirie en Israel ? Rag na ouzon me ket e teuan hirie da roue var Israel ? 23 Hag ar roue a lavaraz da Shimei : Te na varvi ket ! Hag ar roue a douaz kement se dezhan.

24 Mofibosheth, mab Saül, a ziskennaz ive da ziaraogi ar roue. N’hen doa ket gwalc’het he dreid, na groet he varo, na gwalc’het he zillad, abaoe ma oa eet ar roue kwit bete ma tistroaz en peoc’h. 25 C’hwarvezout a reaz eta, pa oa deuet da Jerusalem araog ar roue, ma lavaraz ar roue dezhan : Perag ne oaz-te ket deuet ganen me, Mefibosheth ? 26 Hag hen a respountaz : O roue, va aotrou, ma zervicher hen deuz troumplet ac’hanoun ; rag da zervicher hen doa lavaret : Me a lakao dibra va azen, hag e piniin varnezhan, hag ez in da gaout ar roue ; rag da zervicher a zo kam. 27 Hag hen hen deuz gwaseet da zervicher dirag ar roue, va aotrou ; mes ar roue, va aotrou, a zo evel eun êl a beurz Doue. Gra eta ar pez a gavo d’id a vezo mad. 28 Rag, petra benag ma verite ar re holl euz a di va zad ar maro a beurz ar roue, va aotrou, koulskoude ec’h euz lekeat da zervicher entouez ar re a zebr euz he daol. Ha pez galloud am befe c’hoaz ? Petra em euz c’hoaz d’en em glem en kichen ar roue ? 29 Neuze ar roue a lavaraz dezhan : Perag an holl gomzou ze ? He lavaret em euz : Te ha Tsiba, en em lodennit an douarou. 30 Ha Mefibosheth a respountaz d’ar roue : Ra gemero zoken holl, pa eo ar roue, va aotrou, distroet en peoc’h en he di.

31 Barzillai, a C’halaad, a oa ive diskennet euz Rogelim ; hag hen doa tremenet ar Jourdan gant ar roue, evit he ambrougi en tu all d’ar Jourdan. 32 Ha Barzillai a oa gwal goz, oajet a bevar-ugent vloaz ; hag hen doa boetet ar roue enpad he choumidigez en Mahanaim ; rag eun den pinvidik bras he oa. 33 Hag ar roue a lavaraz da Varzillai : Deuz muoc’h araog ganen, ha me a gendalc’ho ac’hanout ganen, en Jerusalem. 34 Mes Barzillai a respountaz

286