Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/271

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
I. SAMUEL, 25.

David hag he dud a biniaz d’al lec’h kre.


25 HA, Samuel a varvaz ; hag holl Israel en em dastumaz hag a welaz dezhan ; hag e oe sebeliet en he di en Rama. Ha David a savaz, hag a ziskennaz en distro Paran.

2 Hag, e oa en Maon eun den pehini hen doa he vadou en Karmel, hag an den ze a oa gwal binvidik ; beza hen doa tri mil danvad ha mil garv ; hag e vije en Karmel pa douzet he zenved. 3 An den ze a oa hanvet Nabal, hag he vreg a oa Abigaïl ; eur vreg a sans vad he oa, ha kaer a visach, mes an den a oa kalet, ha drouk en he oberiou. Euz a lignez Kaleb e oa. 4 Ha David a glevaz en distro e touze Nabal he zenved. 5 Kas a reaz eta dek euz he dud, hag e lavaraz dezhei : Piniet da Garmel, hag it da gaout Nabal, 6 saludit anezhan euz va feurz ha livirit dezhan : Peoc’h d’id evit ar vuez ! Peoc’h d’az ti ha da gement a zo d’id ! 7 Ha brema, em euz anavezet penaoz ec’h euz an douzerien. Ha, da veserien a zo bet ganeomp ha n’hon deuz groet dismegans ebet dezhei, ha n’euz manket netra dezhei enpad an holl amzer ma int bet en Karmel. 8 Goulen kement se euz da dud, hag int a lavaro d’id. Ra gavo eta ma zud trugarez dirag da zaoulagad, pa omp deuet en eun devez mad ; ro, me az ped, da servicherien ha d’az mab David ar pez en em gavo dindan da zorn.

9 Tud David a zeuaz eta, hag a lavaraz da Nabal an holl gomzou ze, en hano David ; neuze e tavjont. 10 Ha Nabal a respountaz da zervicherien David hag a lavaraz : Piou eo David, ha piou eo mab Isaï ? Niveruz eo hirie ar zervicherien a zilez ho mestrou ? 11 Hag e kemerin va bara, ha va dour, ha va c’hig pere em euz fichet, evit va zouzerien hag e rofen anezhei da dud hag a zeu na ouzon ket a belec’h ? 12 Neuze tud David a zistroaz dre ho hent. Distrei a rejont eta, hag en eur eruet, e lavarjont an holl gomzou ze dezhan. 13 Ha David a lavaraz d’he dud : Ra gemero pep hini ac’hanoc’h he gleze ; hag e kemerjont pep hini he gleze. David ive a gemeraz he gleze ; hag e piniaz varlerc’h David vardro pevar c’hant den ; mes daou c’hant a choumaz en tal an traou.

14 Hag, unan ar zervicherien a lavaraz kement ma da Abigail, greg Nabal, hag a lavaraz dezhi : Setu, David hen deuz kaset euz an distro kannaded da saludi hon mestr ; mes eat eo en koler en ho enep. 15 Ha koulskoude an dud ze a zo bet gwal vad en hor c’henver, ha n’ho deuz groet deomp dismegans ebet ; ha netra euz ar pez a oa deomp n’eo bet kollet, enpad an holl amzer ma omp bet ganthei, pa oamp er parkeier ; 16 servichet o deuz da voger deomp, hag en noz, hag en deiz enpad an holl amzer ma omp bet ganthei, o peuri an tropellou. 17 Brema sonj eta, ha gwel ar pez ec’h euz da ober ; rag an distruj a zo resolvet a enep hon mestr, hag a enep he holl di. Mes ken drouk eo, ken na greder ket komz outhan. 18 Neuze Abigail a hastaz, hag a gemeraz daou c’hant bara, diou lestrad gwin, pemp maout fichet, pemp muzur greun rostet, kant paquet rezin sec’h, ha daou c’hant gonvor fiez sec’h ; hag e lekeaz anezhei var azened. 19 Neuze e lavaraz d’he zud : Tremenet araog d’in ; setu, e teuan var ho lerc’h. Mes na lavaraz netra da Nabal, he fried. 20 Ha, piniet var eun azen, e tiskenne dre eun hent goloet euz ar menez ; ha setu, David hag he dud a ziskenne a fas dezhi, hag hi o diaraogaz.

21 Ha, David hen doa lavaret : En ven eo em euz miret kement hen doa an den ze en distro, en hevelep doare ma n’hen deuz kollet netra euz ar pez a zo dezhan ; rentet hen deuz d’in an drouk evit ar mad. 22 Ra raio Doue evel se da enebourien David, ha ma lakao en ze, penaoz ac’han da varc’hoaz ar beure na lezin ket da veva euz kement hen deuz, eun den zoken.

23 Pa welaz Abigail eta David, e c’hastaz disken divar hec’h azen, n’em deurel a reaz var he bisach dirag David, hag en em stouaz d’an douar. 24 Kweza a reaz eta d’he dreid, 24 hag e lavaraz : Ra vezo ar fall ze varnoun, va aotrou ! mes ra gomzo da zervicherez, me az ped, dirazout-te, ha selaou komzou da zervicherez. 25 Ra na lakao ket evez va aotrou, me az ped, d’an den drouk ze, da Nabal ; rag beza ema evel he hano ; galvet eo Nabal, ha follentez a zo ennhan. Mes me, da zervicherez, n’em euz ket gwelet an dud hen deuz kaset va aotrou. 26 Ha brema, va aotrou, evel ma eo an Aotrou beo, hag evel ma vev da ine, eo an Aotrou hen deuz da harzet

261