gwezit, euz an holl diskwizou, an hini ema kuzet ; neuze distroet d’am c’haout, pa vefet zur a gement se, ha me a ielo ganeoc’h. Ha mar ema er vro, me hen klasko gant evez en holl villierou Juda. 24 Sevel a rejont eta hag ez ejont da Ziph, araog Saül ; mes David hag he dud a oa en distro Maori, er blenen, er c’hreisteiz euz ar vro glac’haret.
25 Neuze Saül hag he dud a ieaz d’ho c’hlask ; mes lavaret e oe da Zavid, hag e tiskennaz ar roc’h hag he choumaz en distro Maon. Saül, o veza anavezet kement se, a genredaz David en distro Maon. 26 Ha Saül a valee en eur c’hoste ar menez, ha David hag he dud a valee er c’hostez all d’ar menez ; ha David a haste mont araog Saül. Mes evel ma kelc’hie Saül hag he dud David hag he re evit o c’hemer, 27 eur c’hannad a zeuaz da gaout Saül, hag a lavaraz dezhan : Hast, ha deuz ; rag ar Filistined a zo en em daolet var ar vro. 28 Neuze Saül a zistroaz euz a genredek David, hag a ieaz entrezek ar Filistined. Abalamour da ze e oa hanvet al lec’h ze, Sela Hammachlekoth. Goude David a biniaz ac’hane, hag a choumaz en lec’hiou kre En-Guedi.
24 Ha pa oe deuet Saül euz kenredek ar Filistined, e oe groet dezhan ar gir ma o lavarout : Setu David a zo en distro En-Guedi. 2 Neuze Saül a gemeraz tri mil den, dibabet a Israel holl, hag ez eaz da glask David hag he dud, bete gereg ar chamoed. 3 Hag he teuaz en parkeier an denved, tost d’an hent, hag e oa eno eur c’havarn, en pehini ez eaz Saül evit he ezomou ; ha David hag he dud a oa en fons ar c’havarn. 4 Ha tud David a lavaraz dezhan : Setu an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou lavaret d’id : Lakaat a ran da enebour entre da zaouarn ; te a raio dezhan evel ma kavi mad. Ha David a savaz ha, goustadik a droc’haz paskeden mantel Saül. 5 Mes, goude ze, David a oe touchet en he galoun euz ma hen doa troc’het paskeden mantel Saül, hag e lavaraz d’he dud : Ra ziwallo an Aotrou ac’hanoun da ober a enep va Aotrou, a enep eoliet an Aotrou, eun dra evel lakaat va dorn varnezhan ! rag eoliet an Aotrou eo. 7 Ha David a aretaz he dud dre ar c’homzou ze, ha na lezaz ket anezhei d’en em zevel a enep Saül. Goude Saül a savaz euz ar c’havarn hag a gendalc’haz he hent.
8 Goude ze, David a savaz, hag a ieaz euz ar c’havarn, hag a ieaz euz ar c’havarn, hag a griaz varlerc’h Saül, o lavarout : Va aotrou ha va roue ! Ha Saül, a zellaz var he lerc’h, ha David en em blegaz, he visach d’an douar, hag en em stouaz. 9 Ha David a lavaraz da Saül : Perag e selaouez-te komzou an dud pere a lavar d’id : Setu David a glask da goll ? 10 Setu, da zaoulagad ho deuz gwelet, en deiz ma, penaoz an Aotrou Hen deuz lakeat ac’hanout hirie entre va daouarn, er c’havarn, ha lavaret ez euz d’in laza ac’hanout ; mes da esperniet em euz, hag em euz lavaret : Na lakain ket an dorn var va Aotrou ; rag eoliet an Aotrou eo. 11 Sell, ma zad, sell euz paskeden da vantel pehini a zo em dorn ; pa em euz troc’het paskeden da vantel, ha pa n’em euz ket lazet ac’hanout, gwez hag anavez penaoz n’euz ket a zrougiez nag a zizlealded ennoun, ha penaoz n’em euz ket pec’het a enep d’id ; ha te a spi va buez evit he lemel diganen ! 12 An Aotrou a vezo barner entre te ha me, hag an Aotrou a vanjo ac’hanoun ouzit ; mes ma dorn na vezo ket varnout. 13 An drouk a zeu euz ar re fall, evel ma lavar lavar ar re ansien ; evel se va dorn na vezo ket varnout. 14 Varlerc’h piou eo eat roue Israel ? Piou a genredez-te ? Eur c’hi maro, eur c’hoanen ! 15 An Aotrou eta a vezo barner ; barna a raio entre te ha me ; sellet a raio, ha pledi a raio va c’hoz, ha ober a raio eeünder d’in, o lemel ac’hanoun euz da zorn.
16 Hag, adaleg ma hen doa David achuet da lavaret ar giriou ze da Saül, Saül a lavaraz : Honnez eo da vouez, va mab David ? Ha Saül a savaz he vouez hag a c’harmaz. 17 Hag e lavaraz da Zavid : Eeunoc’h out evidoun ; rag roet ec’h euz d’in ar mad evit an drouk em euz groet ; 18 ha 18 diskwezet ec’h euz hirie penaoz he rez mad em c’henver ; rag an Aotrou Hen doa ma lekeat entre da zaouarn, ha n’ec’h euz ket va lazet. 19 Ha, pa gav eun den he enebour, hag he lezel a ra da vont kwit iac’h ha mad ? Ra raio an Aotrou vad d’id, evit ar pez ec’h euz groet d’in hirie ! 20 Ha 20 brema, setu, me a oar a-dra-zur e reni, ha penaoz rouantelez Israel a vezo stard entre da zaouarn. 21 Tou d’in eta brema, dre an Aotrou, na zistruji ket ma ras ma goude, ha penaoz na zistruji ket va hano euz a di va zad. 22 Ha David a douaz ze da Saül. Neuze Saül a ieaz d’he di, ha