lavaret d’in. Mes servicherien ar roue na fellaz ket dezhei dougen ho dorn nag en em deurel var sakrifierien an Aotrou. 18 Neuze ar roue a lavaraz da Zoog : Distro-te, hag en em daol var ar sakrifierien. Ha Doeg, an Idumean, a zistroaz hag en em daolaz var ar sakrifierien, hag a lazaz en deiz se pemp ha pevar-ugent den pere a zouge an efod lin ; 19 hag a lekeaz laza gant ar c’hleze en Nob, kear ar sakrifierien, ar wersed hag ar gragez, ar vugale hag ar re a zene ; an ijened ive, an azened, hag al loaned munud dre laonien ar c’hleze.
20 Koulskoude, unan a vibien Akimelek, mab Akitub, pehini a oa galvet Abiathar, en em zaveteaz hag a dec’haz da gichen David. 21 Hag Abiathar a lavaraz da Zavid, penaoz hen doa Saül lazet sakrifierien an Aotrou. 22 Ha David a lavaraz da Abiathar : Sonjet em boa mad, en deiz se, pa en em gave Doeg an Idumean eno, na vankje ket da lavaret da Saül. Me a zo kiriek da varo an holl dud ze a famil da dad ; 23 choum ganen ; n’az pez aoun dirag netra ; rag an hini a glask va buez, a glask da hini ; diwallet mad e vezi ganen me.
23 Hag, e oe lavaret da Zavid evel-hen : Setu ar Filistined a ra ar brezel da dud Keila, hag a ziwisk al leuriou. 2 Ha David a guzultaz an Aotrou, o lavarout : Mont a rin, ha skei a rin ar Filistined ze ? Hag an Aotrou respountaz da Zavid : Kea, ha sko ar Filistined ze, ha delivr Keila. 3 Ha tud David a lavaraz dezhan : Setu, ni hon deuz aoun ama, en bro Juda ; petra he vezo eta mar deomp da Geila, a enep soudarded ar Filistined ? 4 Dre ze David a guzultaz c’hoaz an Aotrou ; hag an Aotrou a respountaz : Sav-te, disken en Keila ; rag lakeat a rin ar Filistined en da zaouarn. 5 Neuze David a ieaz gant he dud da Geila, hag a gannaz ar Filistined, hag a zigasaz ho loaned, hag he reaz eun distruj vras ; ha David a zelivraz tud Keila.
6 Ha, pa dec’haz Abiathar, mab Akimelek, da gaout David da Geila, ez eaz di, o kaout an efod entre he zaouarn.
7 hag e oe lavaret da Saül e oa deuet David da Geila ; ha Saül a lavaraz : Doue Hen deuz he lekeat entre va daouarn ; rag, en eur vont en eur gear pehini he deuz doriou ha barrennou, eo en em zerret. 8 Ha Saül a bedaz an holl bobl d’ar brezel, evit disken da Geila abalamour da gelc’hia David hag he dud. 9 Mes David, o veza anavezet penaoz he c’hijine Saül en he enep, evit he goll, a lavaraz d’ar sakrifier Abiathar : Digas an efod. 10 Neuze David a lavaraz : Aotrou, Doue Israel, da zervicher hen deuz klevet lavaret e klask Saül dont a enep Keila, evit distruja kear abalamour d’in ; 11 lakaat a raio chefou Keila ac’hanoun entre he zaouarn ? Saül disken a raio, evel hen deuz klevet da zervicher lavaret ? Aotrou, Doue Israel, lavar ze, me az ped, d’az zervicher. Hag an Aotrou a respountaz : Disken a raio. 12 David a lavaraz c’hoaz : Chefou Keila ma lakaat a rafont, me ha va zud, entre daouarn Saül ? Hag an Aotrou a respountaz : Da lakaat a rafont. 13 Neuze David a savaz gant he dud, vardro c’hwec’h kant den, hag e teujont euz Keila, hag ez ejont el lec’h ma heljont ; hag e oe lavaret da Saül e oa David eet kwit euz Keila ; hag e paouezaz da vale.
14 Ha David a choumaz en distro, el lec’hiou kre, hag en em dalc’haz var ar menez, en distro Ziph. Ha Saül he glaske bemdez ; mes Doue na lekeaz ket anezhan entre he zaouarn. 15 David, o welet eta penaoz he oa Saül eat da glask he vuez, en em dalc’he en distro Ziph, er forest. 16 Neuze Jonathan, mab Saül, a savaz hag a ieaz da gaout David, d’ar forest, hag hen nerzaz en Doue ; hag e lavaraz dezhan : 17 N’az pez ket a aoun ; rag dorn Saül, ma zad, na gavo ket ac’hanout, mes ren a ri var Israel, ha me a vezo an eil var da lerc’h ; ha Saül, ma zad, a anavez kement ze ive mad. 18 Ober a rejont eta, ho daou, allians dirag an Aotrou. Ha David a choumaz er forest, ha Jonathan a zistroaz d’he di.
19 Hag, ar Zified a biniaz da gaout Saül da Guibea, hag e leverjont dezhan : David ha n’en em hen ket kuzet en hon zouez, el lec’hiou kre, er forest, en tosen pehini a zo er c’hreisteiz euz bro Jeshimon ? 20 Brema eta, o roue, mar fell d’id disken, deuz hag e vezo deomp ni he lakaat entre daouarn ar roue. 21 Ha Saül a lavaraz : Ra vennigo an Aotrou ac’hanoc’h, euz ma oc’h euz bet truez ouzin ! 22 It eta, lakait evez ; anavezit ha gwezit al lec’h ma hen devezo lakeat he dreid, ha piou hen devezo he welet ; rag lavaret zo d’in eo fin bras. 23 Anavezit eta ha