Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/272

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
I. SAMUEL, 26.

da zont d’ar goad ha d’en em vanji gant da zorn da unan. Ha, ra vezo da enebourien, hag ar re a glask noazout d’an aotrou, evel Nabal. 27 Ha brema, setu ar ro a zigas da zervicherez d’am aotrou, evit ma vezo roet d’an dud a vale varlerc’h va aotrou. 28 Pardoun, me az ped, pec’hed da zervicherez ; rag an Aotrou na vanko ket da rei d’am aotrou eun ti dalc’huz, abalamour ma talc’h va aotrou brezelliou an Aotrou, ha ma n’hen deuz kavet follentez ebet ennout, enpad da vuez holl. 29 Ha mar sav unan benag evit da drubuli, hag evit klask da vuez, ine va aotrou a vezo ereet en beac’h ar vuez en kichen an Aotrou da Zoue ; mes teurel a raio pell, evel a greiz eun dalm, ine da enebourien. 30 Ha pa raio an Aotrou d’am aotrou an holl vad Hen deuz lavaret, ha ma lakao ac’hanout rener var Israel, 31 kement ma na vezo ket eur stokaden evidout ; ha kaloun va aotrou n’he devezo ket ar c’heuz da veza, hep abek, skuliet ar goad, ha da veza en em vanjet he unan ; ha pa Hen devezo an Aotrou groet vad d’am aotrou, te az pezo sonj euz da zervicherez.

32 Neuze David a lavaraz da Abigail : Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, pehini Hen deuz hirie da zigaset araog d’in ! 33 Ha benniget he vezo da brudans, ha benniget ra vezi da unan, te pehini ec’h euz va harzed hirie da skul goad, ha d’en em vanji euz va dorn va unan ! 34 Mes a-dra-zur, evel ma eo an Aotrou, Doue Israel, pehini Hen deuz va harzet d’ober drouk d’id, beo, ma na vijez ket deuet buhan araog d’in, na vije manet netra a Nabal, ac’han da varc’hoaz ar beure, nan zoken eun den. 35 David a gemeraz euz he dorn ar pez he doa digaset, hag a lavaraz dezhi : Adpin en peoc’h d’az ti ; sell, selaouet em euz da vouez, ha roet d’id da c’houlen.

36 Neuze Abigail a zistroaz da gaout Nabal, ha setu, e rea eur fest en he di, evel fest eur roue ; ha Nabal hen doa ar galoun joauz, hag a oa mezo mad ; ha n’he lavaraz ket dezhan an distera tra bete an deiz varlerc’h. 37 Mes, er beure, pa oa distroet Nabal euz he vezventi, he vreg a lavaraz dezhan an traou ma ; hag he galoun hen doe eun taol marvuz, hag e teuaz evel eur mean. 38 Ha vardro dek devez goude, an Aotrou a skoaz Nabal, hag e varvaz. 39 Ha pa anavezaz David e oa maro Nabal, e lavaraz : Benniget ra vezo an Aotrou pehini Hen deuz groet eeünder d’in euz an dismegans em euz bet a zorn Nabal, ha pehini Hen deuz diwallet he zervicher da ober drouk ! Mes an Aotrou hen deuz lakeat drouk Nabal da gweza var he benn !

Neuze David a gasaz tud da gaout Abigail, hag a reaz komz dezhi, evit he c’hemer da vreg dezhan. 40 Servicherien David a zeuaz da gaout Abigail, da Garmel, hag a gomzaz dezhi, o lavaret : David hen deuz hon digaset d’az kaout, abalamour da gemer ac’hanout evit he vreg. 41 Neuze e savaz, en em stouaz ar visach d’an douar, hag e lavaraz : Setu, da zervicherez a vezo en da zervich evit gwalc’hi treid servicherien va aotrou. 42 Neuze Abigail a savaz buhan hag a biniaz var he azen, ha pemp euz he mitizien a heuliaz anezhi ; hag ec’h heuliaz kannaded David hag e oe he vreg. 43 David 43 a oe ive dimezet da Akinoam euz Jizreel, hag ho diou e oent he c’hragez. Mes Saül hen doa roet Mikal he verc’h, greg David, da Balti, mab Laish, pehini a oa euz Gallim.


26 Ar Ziphied a zeuaz c’hoaz da gaout Saül, da Guibea, hag a lavaraz dezhan : David ha n’ema hen ket kuzet en tosen Hakila, er savheol euz ar vro glac’haret ? 2 Ha Saül a zavaz, hag a ziskennaz en distro Ziph, o kaout ganthan tri mil den choazet a Israel, da glask David en distro Ziph. 3 Ha Saül a gampaz en krec’hien Hakila, pehini a zo er sav-heol euz ar vro glac’haret, tost d’an hent. Ha David en em dalc’he en distro, hag e welaz he teue Saül d’he genredek en distro. 4 Kas a reaz eta spierien, hag en em zureaz hag hen oa Saül a erue. 5 Neuze David a savaz hag a zeuaz el lec’h ma oa Saül kampet ; ha David a welaz al lec’h ma kouske Saül, hag Abner, mab Ner, mestr he arme. Ha, Saül a gouske en kreiz ar c’han, hag ar bobl a oa kampet en dro dezhan.

6 Ha David a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz da Akimelek, Hethian, ha da Abishai, mab Tseruja, breur Joab : Piou a ziskenno ganen me da gaout Saül, d’ar c’han ? Neuze Abishai a respountaz : Me a ziskenno ganez di. 7 David hag Abishai a zeuaz eta en noz da gaout ar bobl ; ha setu, Saül a gouske, gourvezet en kreiz ar c’han, hag he waf a oa

262