Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/26

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Va mab, Doue a bourveo He unan an oan evit ar zakrifis-losk. Hag e valeent ho daou asamblez. 9 Dont a rejont d’al leac’h m’en doa lavaret Doue. Abraham a savaz eno eun aoter, a renkaz ar c’hoad, a liammaz Izaak e vab hag a lakeaz anezhan var an aoter, dreist ar c’hoad.

10 Neuze Abraham a astennaz e zorn hag a gemeraz ar gontell evit lazan e vab.

11 mes ael an Aotrou a griaz dezhan euz an envou hag a lavaraz : Abraham, Abraham ! En a respontaz : Setu-me aman !

12 Lavarout a reaz : Na zoug ket da zorn var ar bugel ha na ra netra dezhan. rag brema ec’h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne’c’h euz ket espernet da vab, da vab nemetan.

13 Abraham a savaz e zaoulagad hag a sellaz, ha setu e oa a-drenv dezhan eur maout dalc’het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeaz da gemer ar maout hag a ginnigaz anezhan e loskaberz e-leac’h e vab.

14 Abraham a c’halvaz al lec’h-se Jehova-Jire (= an Aotrou a bourvezo), en doare ma lavarer hiziv : var Venez an Aotrou e vo pourvezet.

15 Ael an Aotrou a griaz euz an env da Abraham evit an eil gwech

16 hag a lavaraz : Touin a ran drezon va-unan, a lavar an Aotrou, penaos pa ec’h euz groet kement-se ha pa ne’c’h euz ket espernet da vab, da vab nemetan,

17 me a vennigo ac’hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an envou hag evel an traez a zo var vord ar mor, ha da’z lignez e vo dalc’h dor hec’h enebourien.

18 Holl vroadou an douar a vezo benniget ez lignez, dre ma ec’h euz sentet ouz va mouez.

19 Abraham a zistroaz da gavout e vevelien, hag e savjont hag ez ejont asambles da Veer-Sheba. Abraham a oa o chom e Beer-Sheba.

20 Goude an traou-man, e oe lavaret da Abraham : Setu, Milka he deus ganet ivez bugale da Nakor da vreur :

21 Uz e genta-ganet, Buz e vreur, Kemuel tad Aram,

22 Kezed, Hazo, Pildash, Jidlaf ha Betuel.

22 Betuel a voe tad da Rebeka. Milka a c’hanaz an eiz-se da Nakor breur Abraham.

24 E adwreg hanvet Reuma, a c’hanaz ivez Teba, Gaham, Tahash ha Maaka.

23 Sara a vevaz kant seiz vloaz warn-ugent, ar re-se eo bloaveziou buez Sara.

2 Sara a varvaz e Kirjad-Arba, a zo Hebron e bro Ganaan. Abraham a zeuaz d’ober kHano da Sara ha da ouelan dezhi.

3 Neuze Abraham a savaz a-zirak e varv hag a gomzaz da vugale Hed :

4 Me zo eun diavaeziad hag eun ostiziad en ho touez, roit din ar gwir d’ober eur bez en ho touez evit ma sebeilhin va marv ha ma lamin anezhan a-zirazon.

5 Mibien Hed a respontaz da Abraham, o lavarout :

6 Selaou ac’hanomp, va Aotrou. eur prins a-berz Doue emaout en hor c’hreiz, sebeilh da varv en hini euz hor beziou a zibabo. Hini ac’hanomp ne viro ouzit e vez evit sebelia da varv.

7 Neuze Abraham a savaz hag a stouaz dirak pobl ar vro, dirak bugale Hed.

8 Lavarout a reaz : Mar plij ganeoc’h e sebeilhfen va marv hag e lamfen anezhan a-zirazon, selaouit ac’hanon hag erbedit evidon e-kichen Efron mab Zohar,

9 evit ma roio din kev Makpela a zo dezhan hag a zo e pen e bark ; ra roio din anezhan evit e dalvoudegez leun, evel eul lec’h-bez a vezo din en ho kreiz.

10 Efron a oa azezet e-touez mibien Hed. Hag Efron an Hitit a respontaz da Abraham dirak mibien Hed a selaoue anezhan ha dirak ar re holl a yae e-barz dre zor e gêr, hag e lavaraz :

11 Nann, va Aotrou, selaou ouzin : Ar park a roan dit, ar c’hev a zo ennhan a roan dit ivez. E rein a ran dit dirak mibien va fobl ; sebeilh da varv.

12 Abraham a stouaz dirak pobl ar vro.

13 Komz a reaz da Efron dirak pobl ar vro a selaoue anezhan, hag e lavaraz : Koulskoude, selaou ac’hanon, me az ped : Me a ro arc’hant ar park, kemer anezhan diganin hag e sebeilhin ennhan va marv.

14 Efron a respontaz da Abraham, o lavarout :

15 Va Aotrou, selaou ac’hanon : eun douar a bevar c’hant sikl arc’hant (~ 4 kg a arc’hant) etre te ha me, petra eo kement-se ?

16 Abraham a glevaz Efron ; Abraham a bouezaz da Efron an arc’hant hen doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c’hant sikl arc’hant o kaout red e ti ar marc’hadour.

17 Ha park Efron, pehini a oa en Makpela, dirag Mamre, ar park, ar c’havargn pehini a oa ennhan, hag an holl wez pere a oa er park hag en he stoufeür en dro, 18 a oe zureet en