Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/27

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

dalc’h da Abraham, dirag bugale Heth, dirag ar re holl pere a iea dre zor he gear. 19 Ha, goude-se, Abraham a sebeliaz Sara e wreg e kev park Makpela dirak Mamre, a zo Hebron e bro Ganaan.

20 Ar park hag ar c’hev a zo ennhan a voe suraet gant an Hitited da Abraham evel eul lec’h-bez a oa dezhan.

24 Abraham a oa koz hag oadet braz. An Aotrou hen doa benniget Abraham en holl draou.

2 Abraham a lavaraz d’e servijer, an hini koshan en e di, an hini a oa mestr var kement a oa dezhan : Laka, me az ped, da zorn dindan va morzed,

3 hag e lakain ac’hanout da douin dre an Aotrou, Doue an env ha Doue an douar, na gemeri ket eur wreg da’m mab a-douez merc’hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.

4 mes mont a ri da’m bro, etrezek va c’herent, hag e kemeri eno eur wreg evit va mab, evit Izaak.

5 Ar servijer a respontaz : Marteze ne fello ket d’ar wreg heulia ac’hanon betek ar vro-man. Ha ret e vo din kaz da vab d’ar vro ma oaz deuet diouthi ?

6 Abraham a lavaraz : Diwall da gaz di va mab en-dro !

7 An Aotrou, Doue an env, an hini en deus va c’hemeret euz ti va zad hag euz bro va ganedigez, an hini en deus komzet ouzin hag en deus touet din, o lavarout : Rein a rin da’z lignez ar vro-man, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac’hane eur wreg evit va mab.

8 Ma ne fell ket d’ar wreg heulia ac’hanout, e vi kuit euz al le-man a c’houlennan diganit. Hogen na gaz ket di va mab en-dro.

9 Ar servijer a lakeaz e zorn dindan morzed Abraham e vestr, hag e touaz dezhan ober kement hen doa lavaret.

10 Ar servijer a gemeraz dek kanval a-douez kanvaled e vestr hag a yeaz kuit, o kaz gantan pep seurt madou digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reaz eta hag a yeaz e Mezopotamia, e kêr Nakor.

11 Lakaat a reaz ar c’hanvaled da ziskuizan var o daoulin e-meaz euz kêr e-kichen eur puns dour, war-dro an abardaez, d’an eur ma’z ae er-meaz ar merc’hed a yae da dennan dour.

12 Lavarout a reaz : Aotrou, Doue va mestr Abraham, laka ac’hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pez a glaskan, ha diskouez madelez e-kenver va mestr Abraham.

13 Setu, en em zalc’han e-tal ar vammen, ha merc’hed tud kêr a zeu da dennan dour.

14 Ar plac’h yaouank ma lavarin dezhi : Izela, me az ped, da bod evit ma’c’h evin, hag a responto : Ev ha me a zouraio ivez da ganvaled, ra vo houman an hini ac’h euz dibabet evit da servijer Izaak ! Hag ec’h anavezin dre eno e tiskouezez madelez e-kenver va mestr.

15 A-raok m’en doe achuet da gomz, setu, Rebeka, merc’h Betuel, mab Milka, gwreg Nakor, breur Abraham, a zeue er-meaz gant he fod var he skoaz.

16 Ar plac’h yaouank a oa gwall gaer. Gwerc’hez e oa ha gwaz ebet n’en doa hec’h anavezet. Disken a reaz d’ar vammen, leunia a reaz he fod, hag ec’h adpignaz.

17 Ar servijer a redaz dirazi hag a lavaraz : Lez ac’hanon da evan, me az ped, eur banne dour euz da bod.

18 Hi a lavaraz : Ev, va Aotrou. Hag e hastaz izelaat he fod var he dorn, hag e roaz dezhan da evan.

19 P’he doe achuet da rein dezhan da evan, e lavaraz : Tennan a rin ivez evit da ganvaled, betek m’o devo achuet da evan.

20 Hag e hastaz goullonderin he fod el laouer, e redaz d’ar puns da dennan dour, hag e tennaz evit an holl ganvaled.

21 An den a selle outhi hag a chome souezet ha sioul, o klask da c’houzout hag-en hen doa roet an Aotrou tro vat pe nann d’e veaj.

22 P’o doe achuet ar c’hanvaled da evan, an den a gemeraz eur walenn-aour a boueze eur beka (~ 5 g) ha diou dro-vrec’h evit he daouarn a boueze dek sikl aour.

23 Lavarout a reaz : Da biv ez out merc’h ? Lavar din, me az ped. Ha bez’ ez euz e ti da dad leac’h evidomp da dremen an noz ?

24 Hi a lavaraz : Merc’h da Vetuel on, ar mab a c’hanaz Milka da Nakor.

25 Lavarout a reaz c’hoaz : Bez’ ez euz du-man kalz a blouz hag a foen, hag ivez leac’h evit tremen an noz.

26 An den a soublaz e ben hag a stouaz dirak an Aotrou,

27 hag e lavaraz : Benniget ra vo an Aotrou, Doue va mestr Abraham, ha n’en deus ket paouezet da vezan trugarezus ha gwirion e-kenver va mestr ! Pa oan en hent, an Aotrou en deus va renet e ti breudeur va mestr.

28 Ar plac’h yaouank a redaz da lavarout an traou-man da di he mam.

29 Ha Rebeka he doa eur breur galvet Laban. Ha Laban a redaz er meaz entrezek an den ze, tost