Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/25

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

vatez-se na herito ket gant va mab, gant Izaak. 11 Hag ar gomz se a zisplijaz kalz da Abraham abalamour d’he vab.

12 mes Doue a lavaraz da Abraham : Ra ne zisplijo ket kement-se dit abalamour d’ar bugel ha da’z matez. Petra bennak ma lavaro dit Sara, sent ouz he c’homz, rag en Izaak eo e vo hanvet da lignez.

13 Me a raio ivez euz mab ar vatez eur vroad, dre ma’z eo euz da ouen.

14 Abraham a savaz beure-mat, a gemeraz bara hag eur sac’h-dour hag o roaz da Agar. O lakaat a reaz var he skoaz, rein a reaz dezhi ar bugel hag he c’hasaz kuit. Hag ez eaz hag e kerzaz e goueleac’h Beer-Sheba.

15 Pa voe goullo ar sac’h-lêr, e lezaz ar bugel dindan bodou gwez.

16 Mont a reaz d’azezan dirazan war-hed eun ten gwareg, rag lavarout a rae : Ra ne welin ket ar bugel o vervel ! Hi a azezaz dirazan, a savaz he mouez hag a ouelaz.

17 Doue a glevaz mouez ar bugel, hag ael Doue a c’halvaz Agar diouz an env hag a lavaraz : Petra ac’h euz Agar ? Na’z pez ket aon, rag Doue en deus klevet mouez ar bugel aze, el leac’h m’eman.

18 Sav, kemer ar bugel ha dalc’h anezhan dre e zorn, rag me a raio diouthan eur bobl vraz.

19 Doue a zigoraz dezhi he daoulagad, hag e welaz eur puns dour. Mont a reaz da leunia ennhan ar sac’h-lêr hag e roaz da evan d’ar bugel.

20 Doue a voe gant ar bugel hag e kreskaz. Chom a reaz er goueleac’h hag e teuaz da vezan eun tenner gwareg.

21 Chom a reaz e goueleac’h Paran hag e vam a gemeraz dezhan eur wreg euz bro Ejipt.

22 Hag e c’hoarvezaz en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol pen e arme, a gomzaz da Abraham, o lavarout : Doue a zo ganit e kement a rez.

23 brema eta, tou din aman dre hano Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c’henver hag e-kenver ar vro ec’h euz chomet ennhi an hevelep trugarez evel ma em euz groet ez kenver.

24 Abraham a respontaz : Hen touin a rin dit.

25 mes Abraham a glemmaz da Abimelek diwar-ben eur puns dour a oa bet kemeret dre heg gant servijerien Abimelek.

26 Abimelek a respontaz : N’ouzon ket piou en deus groet kement-se ; te da-unan ne’z poa lavaret netra din, ha me ne’m euz klevet nemet hiziv komz a gement-se.

27 Abraham a gemeraz denved hag ejened hag o roaz da Abimelek, hag e rejont o-daou eun emglev.

28 Abraham a lakeaz a-du seiz danvad yaouank euz an tropell.

29 Abimelek a lavaraz da Abraham : Petra eo ar seiz danvad yaouank-se ac’h euz lakaet a-du.

30 Respont a reaz : Degemer a ri ar seiz danvad yaouank-se euz va dorn, evit ma vo kement-se eun testeni em euz kleuzet ar puns-se.

31 Setu perak e c’halvaz al lec’h-se Beer-Sheba (= puns al le), rag touin a rejont o-daou.

32 Ober a rejont eta eun emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savaz gant Pikol pen e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.

33 Abraham a blantaz eun damarisklen e Beer-Sheba hag a c’halvaz eno hano an Aotrou, an Doue peurbadus.

34 Abraham a voe o chom e-pad pell e bro ar Filistined.

22 C’HOARVEZOUT a reaz, goude an traou-man, ma’c’h amprouaz Doue Abraham, hag e lavaraz dezhan : Abraham ! En a respontaz : Setu-me aman !

2 Lavarout a reaz : Kemer da vab, da vab nemetan, an hini a garez, Izaak, ha kae gantan da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhan e loskaberz var unan euz ar meneziou a lavarin dit.

3 Abraham a savaz beure-mat, a sternaz e azen, a gemeraz daou euz e vevelien gantan hag Izaak e vab. Faoutan a reaz koad evit al loskaberz hag ez eaz etrezek al leac’h m’en doa lavaret Doue.

4 D’an trede devez, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welaz al leac’h a-bell.

5 Abraham a lavaraz d’e vevelien : Chomit aman gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec’h azeulimp, ha neuze e tistroimp d’ho kavout.

6 Abraham a gemeraz ar c’hoad evit al loskaberz hag en lakeaz var Izaak e vab. Neuze e kemeraz an tan hag ar gontell en e zorn ; hag ez ejont o-daou asambles.

7 Neuze Izaak a gomzaz da Abraham e dad hag a lavaraz : Va zad ! En a respontaz : Setu-me aman, va mab ! Lavarout a reaz : Setu an tan hag ar c’hoad, mes peleac’h eman an oan evit al loskaberz ?

8 Hag Abraham a respontaz :