Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/24

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

kousk ganthan hag e virfomp ras hon tad. 35 Hag e rojont da evan d’o zad gwin en noz-se. An hini yaouankan a zeuaz hag a gouskaz gantan. Ha ne ouezaz ket pegoulz e kouskaz na pegoulz e savaz.

36 diou verc’h Lot a gonsevaz diouz o zad.

37 An hini henan a c’hanaz eur mab hag en galvaz Moab. Heman eo tad ar Voabiz betek hiziv.

38 An hini yaouankan ivez a c’hanaz eur mab hag en galvaz Ben-Ammi. Heman eo tad an Ammoniz betek hiziv.

20 Abraham a yeaz ac’hane war-zu bro ar C’hreisteiz, hag e chomaz etre Kadesh ha Shur. Chom a reaz e Gerar.

2 Abraham a lavaraz euz Sara e wreg : Va c’hoar eo. Abimelek, roue Gerar, a gasaz da skrapan Sara.

3 mes Doue a zeuaz da gavout Abimelek en noz dre eun hunvre hag a lavaraz : Setu, te a zo marv abalamour d’ar wreg ac’h euz kemeret, rag eur pried he deus.

4 Abimelek n’en doa ket tostaet outhi. Respont a reaz : Aotrou, ha lakaat a ri zoken da vezan kollet eur vroad reiz ?

5 Ha n’en deus ket lavaret din : Va c’hoar eo ? Hi ivez, ha n’he deus ket lavaret din : Va breur eo ? En eeunded va c’halon hag e digablusted va daouarn eo em euz groet kement-se.

6 Doue a lavaraz dezhan en eun hunvre : Gouzout a ran ec’h euz groet kement-se en eeunded da galon, setu perak em euz da harzet da bec’hin a-enep din. Setu perak n’em euz ket da lezet da stekin outhi.

7 mes brema rent e wreg d’an den-se, rag eur profed eo ; pedin a raio evidout hag e vevi. mes ma ne rentez ket anezi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.

8 Abimelek a savaz beure-mat, a c’halvaz e holl servijerien hag a lavaraz dezo an holl draou-man. An dud-se a voe leuniet a zoujans.

9 Abimelek a c’halvaz ivez Abraham hag a lavaraz : Petra ac’h euz groet deomp ? Hag e petra em euz manket dit, ma ec’h euz lakaet da zont warnon ha var va rouantelez eur pec’hed ken braz ? groet ec’h euz em c’henver traou na dleer ket ober.

10 Abimelek a lavaraz da Abraham : Petra a sonjes en eur ober evel-se ?

11 Abraham a respontaz : Lavaret em boa ennon va-unan : N’eus ket a-dra-sur doujans Doue el lec’h-man, hag e lazint ac’hanon abalamour da’m gwreg.

12 mes e gwirionez va c’hoar eo ivez, merc’h da’m zad, hogen n’eo ket merc’h da’m mam hag eo deuet da vezan va gwreg.

13 Pa lakeaz Doue ac’hanon da gantren pell euz ti va zad, e lavaris dezhi : Setu ar vadelez a ri din, en holl lec’hiou ma’z aimp, lavar ac’hanon : Va breur eo.

14 Abimelek a gemeraz denved hag ejened, mevelien ha mitizien, hag e roaz anezhei da Abraham. Rentan a reaz dezhan Sara e wreg.

15 Abimelek a lavaraz : Setu va bro a zo dirazout, chom e-leac’h ma plijo dit.

16 Lavarout a reaz da Sara : Setu, em euz roet da’z preur mil pez arc’hant ; bez’ e vo evidout eur gouel var da zaoulagad dirak ar re holl a zo ganit, hag e-kichen an holl e vi reishaet.

17 Abraham a bedaz Doue, ha Doue a yac’haaz Abimelek, e wreg hag e vitizien, hag e c’hanjont.

18 rag an Aotrou hen doa serret ar mamou en holl di Abimelek, abalamour da Sara gwreg Abraham.

21 An Aotrou a weladennaz Sara evel m’en doa lavaret, hag an Aotrou a reaz da Sara evel m’en doa komzet.

2 Sara a gonsevaz hag a c’hanaz eur mab da Abraham en e gozni, en amzer m’en doa lavaret Doue.

3 Abraham a c’halvaz ar mab a oa bet ganet dezhan, a oa bet ganet dezhan gant Sara, Izaak.

4 Abraham a amdroc’haz Izaak e vab d’an oad a eiz deiz, evel m’en doa gourc’hemennet Doue dezhan.

5 Abraham a oa en oad a gant vloaz pa voe Izaak e vab ganet dezhan.

6 Sara a lavaraz : Doue en deus groet din eun dra a lakaio da c’hoarzin, ar re holl en anavezo a c’hoarzo diwar va fen.

7 Lavarout a reaz : piou en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenan da vugale ? rag ganet em euz dezhan eur mab en e gozni.

8 Ar bugel a greskaz hag a voe dizonet. Abraham a reaz eur fest vraz en deiz ma voe Izaak dizonet.

9 Sara a welaz mab Agar an Ejipsianez o c’hoarzin, an hini he doa ganet da Abraham.

10 Hag e lavaraz da Abraham : Kas kwit ar vatez ze hag he mab, rag mab ar