mor, ha var lapoused an envou, ha var ar chatal, ha var an douar holl, ha var an holl ruzerien[1] a ruz[2] var an douar. 27 Ha Doue a grouaz an den en he imach ; He groui a reaz en imach Doue ; ho c’hroui a reaz mal[3] ha malez.[4] 28 Ha Doue ho bennigaz ; ha Doue a lavaraz dezhei : Bezit frouezus ha niverit, ha leuniit an douar hag he vestroniet, ha renit var besked ar mor ha var lapoused an envou, ha var gement aneval a finv var an douar. 29 Ha Doue a lavaraz : Setu Em euz roet deoc’h pep ieoten o tougen had, pehini a zo var c’horre an douar holl, ha pep gwezen pehini he deuz ennhi frouez gwezen o tougen had ; ze a vezo ho pevans.[5] 30 Ha da holl loened ar parkeier, ha da holl lapoused an envou, ha da gement a finv var an douar, pehini hen deuz ennhan eun ine beo, Em euz roet pep ieoten c’hlaz evit bevans ; hag evel se oe. 31 Ha Doue a welaz kement Hen doa groet, ha setu, e oa mad meurbed. Hag an abardaez, hag ar beure, a oe ar c’hwec’hved deiz.
2 Evel se e oe achuet[6] an envou hag an douar, hag ho holl arme. 2 Hag er seizved deiz, Doue Hen doa achuet he holl labour pehini Hen doa groet ; hag E paouezaz[7] er seizved deiz euz he holl labour pehini Hen doa groet. 3 Ha Doue a vennigaz ar seizved deiz, hag e zantelaez,[8] abalamour ma c’heanaz ennhan euz he holl labour, pehini Hen doa Doue krouet ha groet.
4 SETU ginivelezou[9] an envou hag an douar pa oent krouet, en deiz ma reaz an Aotrou Doue an douar hag an envou. 5 Ha planten ebet euz ar parkeier ne oa c’hoaz var an douar, ha ieoten ebet euz ar parkeier na ziouane c’hoaz ; rak an Aotrou Doue n’Hen doa ket groet d’ar glao kweza var an douar, ha ne oa goaz[10] ebet da labouret an douar ; 6 mes eur vrumen[11] a save euz an douar, hag a zouree holl c’horre an douar.
7 NEUZE an Aotrou Doue a formaz[12] an den euz a boultren[13] an douar, hag E c’hwezaz en he zioufran eur c’hwezaden a vuez ; hag an den a zeuaz da veza eun ine beo. 8 Neuze an Aotrou Doue a blantaz eur jardin en Eden euz kostez ar savheol, hag E lekeaz ennhi an den pehini Hen doa groet.
9 An Aotrou Doue a lekeaz da ziouan euz an douar pep sort gwez dudiuz[14] d’ar gweled ha mad da zibri, ha gwezen ar vuez en kreiz ar jardin, ha gwezen anaoudegez ar mad hag an fall.
10 Hag eur rivier[15] a zeue er meaz a Eden da zoura ar jardin, hag ac’hane en em lodenne[16] hag e rea pevar brank. 11 Hano ar genta eo Pishon ; hounez eo a ra an dro da vro Havila, el leac’h ma zo aour. 12 Hag aour ar vro ze a zo mad ; eno en em gav ar bdellion hag ar mean oniks.[17] 13 Hano an eilved rivier eo Gihon ; hounez eo an hini a ra an dro da holl vro Kush. 14 Hano an deirved rivier eo Hiddekel ; hounez eo an hini a red er savheol d’an Assyri. Hag ar bederved rivier, eo an Eufrat. 15 An Aotrou Doue a gemeraz eta an den, hag a lakeaz anezhan en jardin[18] Eden, evit he labourat hag he diwall. 16 Hag an Aotrou Doue a c’hourc’hemennaz d’an den, o lavarout : Euz a holl wez ar jardin helli dibri gant frankiz ; 17 mes, euz a wezen anaoudegez ar mad hag ar fall, ne helli ket dibri outhi ; rag en deiz ma tebri outhi, e varvi a dra zur.
18 Hag an Aotrou Doue a lavaraz : N’eo ket mad e vefe an den he unan ; ober a rin dezhan eur sikourer[19] henvel outhan. 19 Hag an Aotrou Doue a reaz euz an douar holl anevaled ar parkeier, hag holl lapoused an envou, hag a lakeaz anezhei da zont entrezek Adam evit gwelet penaoz he c’hanvje[20] anezhei, ha ma vije hano pep ine beo an hano a roje Adam dezhei. 20 Hag Adam a roaz hanoiou d’an holl chatal, ha da lapoused an envou, ha da holl anevaled ar parkeier ; mes, evit an den, n'he gavaz sikourer ebet henvel outhan. 21 Neuze an Aotrou Doue a lekeaz eur vorgousk vras var Adam, hag e kouskaz ; hag E kemeraz unan euz he gostezennou,[21] hag E stardaz ar c’hig en he flas. 22 Hag an Aotrou Doue a reaz eur vaouez euz ar gostezen Hen doa kemeret euz Adam, hag he digasaz da gaout Adam. 23 Hag Adam a lavarez : Houma a zo brema askorn[22] euz va eskern, ha kig euz va c’hig. Houma a vezo hanvet Denez, rag kemeret eo bet euz an den. 24 Dre ze an den a lezo he dad hag he vam, hag en em stago euz he vreg, hag e vefont eur c’hik hepken. 25 Hag int a oa ho daou en noaz, an den hag he
vreg, ha n’ho doa ket a vez.[23]
- ↑ stlejerien.
- ↑ stlej.
- ↑ goas.
- ↑ maouez.
- ↑ poued.
- ↑ peurc’hreat
- ↑ ehanaz.
- ↑ santelaes.
- ↑ genedigezou.
- ↑ den.
- ↑ aienen.
- ↑ reaz.
- ↑ lec’hid.
- ↑ agreabl.
- ↑ ster.
- ↑ ranne.
- ↑ mein prizuz.
- ↑ liorz.
- ↑ skoazel.
- ↑ c’halvje.
- ↑ gostou.
- ↑ askourn.
- ↑ ruzien.