1 ER penn Kenta, Doue a grouaz an envou hag an douar.
2 Hag an douar a oa deuet dizoare[1] ha goullo, hag an devalijen a oa var c’horre an dounder,[2] ha Spered Doue a finve dreist an doureier.
3 Ha Doue a lavaraz : Ra vezo ar sklerijen ;[3] hag ar sklerijen a oe. 4 Ha Doue a welaz e oa mad ar sklerijen ; ha Doue a lamaz ar sklerijen digant an devalijen ; 5 ha Doue a hanvaz[4] ar sklerijen, Deiz ; hag an devalijen, Noz. Hag an abardaez,[5] hag ar beure,[6] a oe an deiz kenta.
6 Ha Doue a lavaraz : Ra vezo eun Astennidigez[7] etre an doureier ; ha ma ez aio an doureier digant an doureier. 7 Ha Doue a reaz an Oabl, hag a lamaz[8] an doureier a zo dindan an oabl, digant[9] ar re a zo dreist an oabl ; hag evel se oe. 8 Ha Doue a hanvaz an Oabl, Envou. Hag an abardaez, hag ar beure, a oe an eil deiz.
9 Ha Doue a lavaraz : Ra en em zastumo an doureier pere a zo dindan an env en eul leac’h hepken, ha ma en em diskwezo ar Seac’h ; hag evel se oe. 10 Ha Doue a hanvaz ar seac’h, Douar ; hag E c’halvaz bern[10] an doureier, Moriou ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 11 Neuze Doue a lavaraz : Ra roio an douar glazeür,[11] ieot o tougen had, gwez frouez o tougen frouez, hervez ho danvez,[12] pere ho devezo had ennhei ho-unan var an douar ; hag evel se oe. 12 Hag an douar a broduaz glazeür, ieot o tougen ho had hervez ho danvez ; ha gwez o tougen frouez, pere ho doa ho had ennhei ho-unan, hervez ho danvez ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 13 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe an drede deiz.
14 Neuze Doue a lavaraz : Ra vezo goulaouennou en oabl an envou evit lemel an deiz digant an noz, ha ra zervichfont[13] da ziniou,[14] hag evit an amzeriou, hag evit an deiziou hag evit ar bloaziou ; 15 ha ra zervichfont da c’houlaouennou en oabl an envou evit skleria[15] an douar ; hag evel se oe. 16 Ha Doue a reaz an diou c’houlaouen vras : ar c’houlaouen vrasa, evit ren var an deiz, hag ar c’houlaouen vihana, evit ren var an noz ; ober a reaz ive ar stered. 17 Ha Doue a lakeaz anezhei en oabl an envou, evit skleria an douar ; 18 hag evit ren var an deiz ha var an noz, hag evit lemel ar sklerijen digant an devalijen ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 19 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe ar bevared deiz.
20 Neuze Doue a lavaraz : Ra broduo an doureier ineou beo a foun, ha ra nijo lapoused[16] euz an douar war zu oabl an envou. 21 Ha Doue a grouaz ar pesked[17] bras hag an holl ineou beo pere a finv, hag a broduaz an doureier gant founder hervez o rasou,[18] ha pep lapous askelek hervez he ras ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 22 Ha Doue ho bennigaz, o lavarout : Bezit frouezuz, niverit ha leuniit doureier ar moriou, ha ra nivero al lapoused var an douar. 23 Hag an abardaez, hag ar beure, a oe ar bempved deiz.
24 Neuze Doue a lavaraz : Ra broduo an douar ineou beo hervez ho ras, chatal, ruzerien hag anevaled douarek hervez ho ras ; hag evel se oe. 25 Ha Doue a reaz anevaled an douar hervez ho rumachou,[19] ar chatal[20] hervez he rumach, hag holl ruzerien an douar hervez ho rumach ; ha Doue a welaz e oa mad kement se. 26 Neuze Doue a lavaraz : Greomp an den en hon imach[21] hervez hon
henvelidigez, ha ra reno var besked ar
- ↑ diform.
- ↑ lonk.
- ↑ goulou, goleu.
- ↑ c’halvaz.
- ↑ pardaez.
- ↑ mintin.
- ↑ ledander.
- ↑ rannaz.
- ↑ diouc’h.
- ↑ dastum.
- ↑ glazvez.
- ↑ gwenn.
- ↑ vezint.
- ↑ arwesiou.
- ↑ lugerni.
- ↑ evned.
- ↑ balened.
- ↑ gwennou.
- ↑ rumou.
- ↑ chetal.
- ↑ skeuden.