Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —

mes de ar gurunidigez e ve goloet gant eur steuen aour, ha digaset e-kreiz ar c’heur. Dindani en em gav eur men, hanvet men Skone, hag a lerer a oa dindan penn sant Koulm (Kolomba), en manati bras Iona, pa oa en pred ar maro. Edouard Ian hen digasas da Londrez hag hen lakas er gador-man, c’hoant gantan da ziskoe evel-se e oa Bro-Skos dindan dorn rouane Bro-Zôz.

An iliz mac’h omp, enni a zo koz-koz, penegwir eman ’n he sav aboe fin an drizekvet kantved. Nan eus nemet eul loden aneï, chapel Herri VII, hag e vefe yaouankoc’h. Homan a zo bet staget ouz an iliz e-kerz ar 15et kantved. Evel ma weler, he deus c’hoaz re a oad evit ma c’hellfe ar brotestanted laret ec’h ê o labour : hanter kant vla nebeutoc’h e tleje kât evit se.

Diframmet e oa bet emichans digant ar gatoliked pa deuas ar Refurm : Herri VIII a argasas er bla 1540 ar Veneadiz a oa karget d’he dizerviji. O mouster en em gave, d’ar mare-ze, en tu kuz-heol (west) eus kêr : ac’hane e hano a Westminster, hano hag a ve roet ive d’an iliz.

Aboe ar bla 1904 e zo c’hoaz en Londtez eun iliz-all d’ei ar memes hano ; ober a rêr anei katedral Westminster, mes katolik eo. Hec’h aneveout a reomp ha bet omp enni. Hi eo iliz an arc’heskob ha hanvet eo dre-ze an otro Bourne arc’heskob Westminster. E hano a diskoe a-walc’h e tleje c’hoaz hirie iliz gaer an abati bean e dra, tra ar Gatoliked roman evel ma oa gwej-all.

Nag he deus chanjet aboe an amzer-ze ! En he diabarz, nan eus, koulz laret, evit he c’hempen, nemet mein be e leiz (ouspenn daou c’hant), harpet tro-zro ouz ar mogerio, ha disneu meurbet ar peurvuian anê. Ar c’heur bras hag an ôter a zo noaz