Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

pilh. Poan a ra d’ar galon santout pegen goullou eo an iliz paour a boe m’he deus kollet Doue he zabernakl : evel eun intanvez a vefe en kanv eus eur pried karet, ar pried a lake ennan he lorc’h hag hec’h enor.

Ac’hanta, ’n eur vont ha dont dre an iliz-man, n’on ket c’hoaz ken glac’haret ha pa welis, breman ’zo dek vla, er blâ 1899, iliz-veur Salisbury. En homan (unan eus ar re gaeran eus Bro-Zôz ec’h ê) e oa bet interet eskibien etre ar piliero ha laket war o c’horv mein be kizellet, enne o fortred. Hag e zo digoueet petra gante ?

Chomet ê ar mein eno : mes kement poltred a oa a zo bet drailhet a dôlio morzol, lemet digante da vihanan o daouarn, o diskouarn hag o fri. Skeudenno mein ar zent (ar re anê n’hallent ket bean laket er-mêz) n’int ket bet espernet ken nebeut. Red ê d’ar brotestanted bean bet dallet gant ar gonnar evit bean grêt eun dismantr ken euzus. Ken gwas all, siouaz ! a zo bet gret alies en Frans e kerz an dispac’h vras gant enebourien an iliz. Mes n’eus fors pelec’h e welan ar sort labour, e lamm ma c’halon em c’hreiz gant a droug ac’h a ennon ouz ar re o deus han grêt hag am me c’hoant da ouelan.

En iliz goz Westminster ne welan ket peadra da gargan ma c’halon kement-se, mes plegan a ran dindan eur zamm a dristidigez o sonjal petra ec’h ê bet ha petra ec’h ê breman. Ma plijo gant Doue mont da chom enni adarre, evit m’he devo, evel gwejall, peadra da laouenaat ha da domma ar c’halono !

’N eur vont e-mêz anezi e ran eur zell war eun iliz izel a zo en he c’hichen. An hano a Zantez-Marc’harit a doug ha serviji a ra da iliz-parouz d’eur