Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/93

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

denno mein. Monumant Herri VII a zo ar muian en gwel. Mes, en e gichen, e zo unan hag a stag muioc’h outan ar spered, hini Mari Stuart, bet rouanez Bro-Skos hag ive rouanez Frans. He mab Jakez Ian, roue Bro-Zôz, a reas digas aman he relego ar bla 1612. Gwelet hon deus e oa bet dibennet ar bla 1586 gant he c’hinitervez jentil Elizabet, rouanez Bro-Zôz.

’N eur zellet endro d’in er chapel-man, e teulis ple d’eur c’hustod hag a oa goullou e-touez meur a re-all o devoa c’hoaz pep hini eur zant men. Ha me da c’houlen digant hon ambrouger petra a oa kiriek da ze. Goude m’an nevoa komzet ouz an diskoeer, e lavaras d’in : « Fe, emean, bean a oa sent ha sentezed ha na blijent ket kaer d’ar roue Herri VII. » Pere, c’hwistim ?

Pac’h anaveer pab kentan ar brotestanted evel ma reomp, e c’heller respont didro : ar gwerc’hezed, emichans. Ar c’hustod-man e dlee bean enni skeuden ar Werc’hez Vari, dre ma ’n em gav a-us d’ar re-all.

Chapel Herri VII a ra evel eul lost d’an iliz war du ar zav-heol. Etrezi hag an ôter-vras e zo eun all ha nan eo ket ken kaer ; koulskoude e tiskoeer anei dalc’hmat d’an diavezidi : hini sant Edouard ar C’hovezour, bet roue Bro-Zôz eun nebeudig arôk digoue an Normaned. Aman eman e ve : eun arched koad grêt ouspenn 600 vla so. Gwejall e oa kaer ken e oa : mes bet ê lemet diwarnan a dammigo gant kontel an dud devot al loden vrasan eus ar gwisk aour a oa endro d’ean. A-dal d’ean eman ar gador ac’h aze warni aboe 600 vla so rouane ha rouanezed Brô-Zoz an de ma vent kurunet : ar roue a hirie, Edouard VII an neus azeet warni er bla 1902. Dister a-walc’h ec’h ê :