Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/89

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

egile pe gant eur zaverez pe dre eur vinz : ar c’hiri a fell d’ê gortoz ken ma vo êt ar pont-traou en e lec’h. Mes nebeud amzer : eur pemp munut bennak. N’am eus ket laret c’hoaz pegen kaer ê ar pez-labour-man. Ma vijen eur Sôz e larjen d’ac’h hepken : « Koustet an eus ar pont 1.600.000 lur sôz ». Aman, seul-vui ma koust ker eun dra, seul gaeroc’h eo. A drugare Doue, n’ê ket kont evelse en hon bro. Bepred e kavan kaer Pont-an-Tour : e daou bilier a zo daou dour dantelezet. Tôlet ple d’ean, c’hwi hoc’h-unan, mignon lenner, pa welet anean, marellet war baper, en gario Breiz-lzel, hag e vefet a du ganin. An daou bikol pôtr a zo en o zav e-harz unan eus piliero ar pont, gante pep a dok mezer du, a zo daou boliser.

Fe, ezom a zo a bolis war ar pont hag er ruio a sko warnan, evit lakat ar c’hiri da dremen pep-hini d’e dro : kement a zo anê ma larfe an nen eur vodaden verien, loenedigo enni o vont hag o tont dre viliero, pep a zamm gante ha pres warne. Kezeg eo a gas en dro an darn vuian eus ar c’hiri. Ha koulskoude netra, ma zellet ouz an hent, n’hen rofe d’ac’h da c’hoût. A-boan eo d’ar figez glas bean koueet, mac’h int dioustu dastumet gant eur balig ha klenket en eur baner. Kement a blij an netoni d’ar Zôzon ma n’int ket evit lezel tammo paper da began ouz ar pave : pêan a reont tud evit o zapout gant pikejo koad, d’ê bego houarn moan ha lemm. Eun dra ha n’am eus gwej ebet gwelet e lec’h-all.

Eun dra souezus c’hoaz eo en niver spontus a listri konverz, a zo en daou du d’ar pont ha dreist-oll war hon dorn kle, da laret ê en tu dinaou eus ar ster. Homan avat n’eo ket dour dous hepken a red enni : diou wej bemde e sav ar mor drezi