Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

droio epad an de, n’em eus gwelet netra hag e vefe kaer dispar pe neve evit ar Fransizien. Ti-kêr koulskoude a larin eur gir anean. Mein pe goad kizellet fin a zo en e ziabarz hag en e ziavêz. Mes tôlet am eus ple dreist-oll da dri c’hir latin a zo skrivet ’us d’an nor-dal : « Domine dirige nos » da laret ê « Otro, hon reizet ». Eur beden d’an Otro Doue, eur beden grêt gant kuzulierien kêr evit kaout en o divizo sklerijen eus krec’h. Ha ’n eur lenn ar girienno-ze, e tro ma spered dioustu etrezek an tier m’en em vod enne kuzulierien Frans, daoust diwarbenn petra o deus da ziviz, diwar-benn aferio ar vro a-bez, evel ar senedourien hag ar gannaded, pe diwar-benn eun departamant, pe diwar-benn eur gommun bennak : an darn-vuian eus ar re-man, siouaz ! n’int ket hepken dibater : brezel a glaskont ober d’an Otro Doue, na pa renkfent evit-se lakat dindan o zreid mad o c’henvroïz.

Arok ar Guildhall (an hano-ze a doug ti-kêr Londrez), hon doa gwelet katedral sant-Paul, a zo d’ar brotestanted. Bras ê ha kaer a-walc’h : mes n’ê ket an diabarz anei ’vit sevel ar spered etrezek Doue : netra evit he c’hempen nemet mein-be marbr, laket eno evit digas sonj eus a dud o deus bet enoret Bro-Zôz.


§ XXXIV. — PONT AN TOUR. — AR PORZ-MOR


A-dal da dour koz Londrez, war ster an Tamez, e zo eur pont hag an neus kalz a neu gant e daou bilier. E pign etreze, daou bont plat, (n’int ket kromm evet hini Lezardre), unan dek metr, egile 42 metr ’us d’an dour pa ve gourlano. An hini kentan a zigor da lezel al listri da dremen, ha neuze e tle an dremenerien war droad sevel betek