Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

unan eus he gweturio : eun ambrouger a zo ganimp, d’imp da c’houlen digantan displegan d’imp en galleg ar pez a garfomp.

Rei a refomp d’ean hon devez a-bez, penegwir ne digor kendalc’h ar Zakramant binniget (meulet ra vo !) nemet da 8 h 1/2 emberr d’an noz. Ret mat ê d’imp, pan omp deut eus a gen pell bro, implian gant freuz hon amzer. En Bro-Zoz, e vefe pec’hed hen dismantr, abalamour aman e red dre-oll ar c’hrenn-lavar-man: Time (lennet taïm) is money, da laret ê « an amzer a zo monei » Fe, pan on gant monei ar Zôzon, ec’h ê koulz d’in laret n’eont ket dre degvet, evel mac’h a, aboe 1872, kazi oll boblo ar bed, evit rei talvoudegez d’o fezio aour, arc’hant ha kouevr : o fenny a dalv daou eus hon gwenneien ; o shilling, 12 penny (pe gentoc’h pence) ; o lur, 20 shilling. ’N eur skrivan zoken, mar o deus c’hoant da grennan hano ar pez, ne viront ket dalc’hmat al lizeren gentan : elec’h skrivan 3 p. (3 pence) e lakfont 3 d. (da laret ê 3 diner). Kement-man evit rei da c’hôut eman en risk an neb a zo neve-arru en Londrez d’en em luian en e goncho. Ha ken diês pe diêsoc’h en em denn an nen pa ve da vanial pouezio pe muzulio : n’ê ket reizet o ment diwar ar reoladur metrel (système métrique).

— « Ha gouel bras ar Zakramant, a glevan ma lenner o laret d’in, pegouls eta e komzfet anean ? ». Gortozet eun nebeudig hag e vo torret e c’hoant. Gallout a ra kridi ne daleïn ket da gontan d’ean penn-da-benn ar pez a digoueo ganin hirie epad ma baleaden dre Londrez. Aon am eus e vefe bet en Pariz, hag an nefe dre ze gwelet treo kaeroc’h evit ar re a weler aman.

’Vit ar merc’her bepret, goude bean grêt kalz a