Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/90

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

betek Londrez, evel ma sav betek Pontreo, Ar Roc’h ha Lanuon dre sterio disteroc’h. Ya, breman hen kredan hep poan, dleout a ra porz-mor Londrez bean ar brasan eus porzio konvers ar bed-oll.


§ XXXV. — EN KARTER AN UZINO. — WAR GÊ VICTORIA. — AR VOTEREZED


Treuzet ganimp Pont-an-Tour, en em gavomp en eur c’harter eus Londrez hag a zo dizanav evidomp : en tu-all d’an Tamez eman, en tu ar c’hreiste. Ouspenn daou vilion a dud an neus hag ouspenn daou vil chiminal uzino, du du an tier gant ar moged glaou-douar a goue warne noz-de. Netra a vrao na gavomp war hon hent nemet eun iliz goz hag an neus dispignet ar gouarnamant, eme hon ambrouger, e tu-hont da gant mil lur evit he neveaat : sonjet eta pegen kaer e tle bean evit ar Zôzon !

Mes ne diskennomp ket eus hon c’har evit mont d’he gwelet. O klask had-tapout kêr an hanter-noz ec’h omp, ha ni da dreuzi adarre an Tamez.

Setu ni, ar wej-man, war bali Victoria. Nebeud nebeud a valio a dle bean aman, rak, evidomp da vean bet baleet epad taer heur, n’hon deus c’hoaz gwelet hini ebet. Homan a larer ec’h ê ar vravan : ha c’hoaz n’he deus nemet eur regennad we. An hano a gê a dlefe an nen kentoc’h rei d’ezi dre ma heuilh penn-da-benn an Tamez epad tri c’hart lê. Ha mar gê hir, ec’h ê ledan ive hep bean koulskoude barek da c’hoari gant balio Paris. Londreziz n’o deus koulz laret nemeti ha warni e tleont diredek pa fell d’ê dispakan eur meeting (laret : miting) bennak, da laret ê eur gerzadeg a ra, pevar ha pevar, miliero pôtred, c’hoant d’ê da damall eun dra bennak d’ar gouarnamant, ha da gaout o mennad ’n eur ziskouel ec’h int krenv ha ’n eur ober