gwej ebet gwelet kement-all. Setu ni digoueet, ’benn ar fin, ha hep bean kollet hon hent, gant eur gar-all, hag eun tren dioustu o sevel ac’hanomp ac’hane hag o kas ac’hanomp tost da iliz-veur Westminster.
Prestik goude ec’h omp enni. Dre ma tle ar veleien en em lakat daou ha daou evit respont an oferen an eil d’egile, en em lodennomp en daou rum, ar pevar yaouankan ac’hanomp. An otro person, hen, a gemer gantan an otro Neumager, a oar, ken reiz ha kloareg, serviji an oferen hag a zell kement-se evel eun enor eus ar brasan.
’Benn seiz heur hanter ec’h omp pare. Eur zell neuze war diabarz an iliz : evel mac’h ouzomp dija, uhel ha ledan meurbet ec’h ê. Kaer ê ive, mes dreist-oll kaer e vo : ar pez anei a zo achu da gempen hen diskoue. Ar c’heur bras, ar gador-brezeg ha diou chapel, hini ar Zakramant ha hini ar Werc’hez, a weler endro d’ê mozaikenno, da laret e tôlenno grêt gant meinigo a bep sort liou hag int luc’h evel marbr : an tôlenno liwet war lien na zereont ket kement ouz temps-amzer ar vro-man a ve mouest kazi dalc’hmat.
Peurc’hrêt ganimp hon zro, ec’h eomp da gemer eun omnibus (gwetur dre gezeg pe dre betrol), hag hon c’has betek hon hôtel.
Lein breman, ha ne chomomp ket da louedi ouz tôl. Arru ’zo ouz toull-nor diou wetur vras hag a deu a-beurz ar Gouraterez (agence) Lubin da gerc’hat he beajourien evit o bale dre gêr. O vean mac’h omp eus he zud, e pignomp da nao heur en