Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

evite beteken, hag i evitan. Mes ar greden am eus ne vo ket kont gante ken evelse : ar wej kentan ec’h ê d’ê hirie d’en em welet, mes n’ê ket ar wej diwean ha gwell a ze.

Ni ac’h a da gousket dioustu, rak arc’hoaz e vo ret diblouzan abret : ’benn c’hwec’h heur hon devo d’en em gavout er gatedral evit ofernian, hag eun hanter leo d’ober.


§ XXXII. — DRE ZINDAN AN DOUAR TREZEK AR GATEDRAL : HE DIABARZ


Beure mat, d’ar merc’her, e kemeromp bilhejo evit mont en tube (lennet tioub), hag en em vodomp en eur gaoued houarn : kenkent, hep kaout da finval, e tiskennomp eün d’an traou, evel en eur punz a dregont troatad (ar Zôzon ive a gont dre droatad, elec’h kontan dre vetr, dre m’eo fê gante kemer hon sistem metrik, a zo koulskoude kalz gwelloc’h). Pan ê pozet ar mekanig, e tibrenner ar nor warnomp ha setu ni e-kenver kê eun hent houarn, a zo ’us d’ean eur volz ront : en eur gir, bean ec’h omp aman dindan an douar evel eur go en e rouden. Sklerijen avat hon deus, da dallan hon daoulagad, ha kerzet a refomp bremazouden evel an avel gant eun drouz iskis pa vefomp êt en hon bagon. Taken voged ebet, ’blamour ma kerz an tren dre nerz an elektrisite. Koulskoude an êr n’ê ket mat d’alani : c’hwez ar c’hloz ganti, ken ma zo. Setu petra ec’h ê tube Londreziz, memes tra, pe wardro, ha metro ar Barizianed.

Ha brernan war rôk, ha buhan, buhan ! Mes ’benn eur pennadig e renkomp chanj a dren : disken, sevel, dre vinso pe dre vanello, epad pemp munut, setu ar labour a c’houlomp digant hon diouhar paour. En Pariz ne ve