a zikour eur Breizad divroet da gaout sonj eus e vro, hag ar sonj eus Breiz a zikour anean da chom fur.
« Gwir Vreton da virviken ! » ha « fur da virviken ! » daou lavar ha na welan me etreze kemm ebet.
N’ê ket, a dra-zur, ma c’henveajourien a zislaro ac’hanon war ze pa zonjfont en tri vreton yaouank hon deus kozeet gante an nozvez kentan hon deus tremenet en Londrez : ’pez a ziskoejont bean a ra ar brasan enor da Vreiz-Izel ha da iliz o badeiant. Penôs neuze tremen hep o zrugarekât ? Emile, hen, a oa gopraet, evel ambrouger noz hag amezeg, da goanian ganimp bemnoz. Tredreziz, dre ne oant ket evit en em gaout en hon hôtel ’benn c’hwec’h heur, a bedis da zont ouz hon zôl ar zadorn d’an noz : an de-se en Bro-Zôz e paouezer da labourat e pep bureo hag en pep uzin, adaleg eun heur pe diou eus an abarde. Eur gentel c’hoaz evidomp ! Pelec’h eman en hon bro, an dieien a lôsk o devejerien d’ar sort koulz ha hep krennan o fê evit se, dre m’o deus c’hoant da rei amzer d’ê pe da brenan pez o deus ezom evit ar zun a deu, pe d’ober eur labour bennak er gêr, pe d’en em lakat en hent evit mont war ar mêz, hep kât da veaji d’ar zul ? Ya, pelec’h emaint en Breiz ? N’int ket stank, sur mat. En Bro-Zôz ec’h int oll evelse, ha ret d’ê bean : anez se kontravansion evite.
Setu perak e roas an daou Dredreziad d’in o gir, hep marc’hata, evit ar zadorn d’an noz. « Nozvez vat d’ac’h ! » — « Ha d’ac’h ive ! » Hag int e mêz : n’ê ket en devalijen avat ! N’eus ket en Pariz eur ru hag a vefe slerijennet kaeroc’h, en noz, ’vit Oxford-Street (lennet Strit), ar ru eman enni hon hôtel.
Et gante ive hon mignon Emile ; disanav e oa hen