Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

Bean o deve (ar re binvik, da vihanan) bean o deve o lein da 9 heur, o meren da 1 heur pe 1 heur 1/2 ; o hadveren (te gant gwestel pe baraigo), wardro 5 heur, ha koan etre 8 ha 9 heur. Ni a gemer hon c’hoan da 6 h. 1/2 ; eur goan zec’h avat, mar ne gemeromp, diwar hon c’houst, peadra da evan. D’ar bier ec’h eomp kazi oll : mar gê ker, ec’h ê mat eus ar gwellan : bier grêt en Almani.

Goude koan eur gozeaden a gemer lod enni n’ê ket hepken ar re a oa ouz tôl (seiz gant Emile Poullin), mes ive Marcel Gros, ar Breton yaouank hon deus lennet e lizer etre Folkestone ha Londrez, hag e vignon Andre Bouget. Arru int tost d’ar c’houlz am moa laket d’ê evit dont d’am c’haout en hôtel. Ha koulskoude o deus bet eur pennad mat a hent d’ober ! eul leo, d’an nebeutan, o vean emaint o chom en tu ar c’hreiste d’ar gêr, pell pell en tu all d’an Tamez, ster vras pe gentoc’h gwazien-vor Londrez. « En gwetur ec’h oc’h deut, onn vat », a laris d’ê. — « N’omp ket, eme Marcel : kerzet hon deus, mes na pa hon dije renket dont war hon fenn, e vijemp deut. N’ouzoc’h ket nag a vad a ra d’imp gwelet unan bennak eus Breiz-Izel ha komz gantan en brezoneg. Ha biskoaz ar blijadur-ze n’hon deus tanvaet aboe ma ’n em gavomp aman. » N’am eus ket ezom da laret pebez evurusted ê ma hini ’n eur glevet komz evelse.

Sklêr e welan, dre ar garante virvidik a doug ar bôtred-man d’o mamm-vro, ec’h ê chomet yac’h en o c’hreiz o c’halon a driwac’h vla. An hano a Vreiz-Izel a zinifi evite bep sort mad : onestiz, relijion, peuc’h ha liberte, hag ar sort mado ê ar re a fell d’ê magan o c’halon gante. Ya, ar furnez