Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

en ho pro an darn-vuian eus ar bouchonno. Ha ne vijec’h kouskoude na klanvoc’h na paouroc’h a ze. Goude oll, bezet dinec’h ; re c’houllou ec’h ê godel pôtred Pariz (n’ê ket hini an deputeed, mes hini an dud a dle o fêan) evit ma paouezfent an deio-man d’ober arc’hant diwar goust ho korzailhen.

Keit ec’h omp ec’h omp. Pa hon deus staget da hanvalout doare ar Zôzon ouz hini ar Fransizien, komzomp dioustu eus labour ar zul.

En Londrez, ne labourer tamm ebet d’ar zul : serret ve an oll stalio, nemet eun debti (restaurant) bennak ; an trenio, ar gweturio n’eont ket en dro ’c’han ma ve arru nav heur, ha c’hoaz e ve eun hanter nebeutoc’h anê. Nebeud a dud ive dre ar ruio, hag-en e vervont an deio-all gant a dreme­nerien a zo enne. Diskwizan a rêr epad an de nemet ec’h êr d’an oferen (ar gatoliked) pe d’an ofis (ar brotestanted) wardro nao pe dek heur. Eur gir diwarbenn an ofis protestant. Heuilhet ê, epad an hanv, gant nebeut, gwall nebeut a dud er c’harter bras ha finvus a rêr anean City. Eur protestant an neus laret d’in e ve goullou d’ar mare-ze bep sul, koulz laret, kement templ a zo ennan. Ankouaet a-grenn servij an otro Doue, ec’h êr war ar mêz da dremen ar zul. Kement-se a ziskoe e stag ar brotestanted da skwizan gant o relijion. Ha ze a dlee digoueout ; goullou e evite o ilizo pa ne gredont ket e tisken Jezus en gwirione war an ôter, ha pa ne viront ket anean en eun tabernakl.

Katoliked Bro-Zôz, int, hen kred start : setu perak ec’h int fidel d’o ofiso, ha setu perak en em dalc’hont dirak an tabernakl evel an êle a zo endro d’ean oc’h adori : kement a fe o deus, ma larfe ’n nen e welont Jezus gant daoulagad o c’horv dindan an hosti zakr.