Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

Pebez kentel evidomp, Breiziz ker ! Diskomp digante ive, ha digant o breudeur dianket, mirout penn-da-benn ar zul, de santel an ôtro Doue. Gant Bro Zôz a-bez e ve miret, ha ze na harz ket ar vro-ze da vean marteze ar vro ar binvikan eus ar bed.

Mes setu, war digare komz eus gallegerien Londrez, aret ganin douar Bro-C’hall ha Breiz-Izel, hag aret don, marteze zoken gant eur zouc’h eun tammig lemm. N’in ket pelloc’h, hag aman e lezin ma alar evit kemer gant ma c’hompagnonez ar wetur a dle hon c’has eus ar gar d’an Hotel Tudor (lennet Tioudor).


§ XXXI. — DIGEMER KALONEK EN KÊR LONDREZ HAG EN HOTEL TUDOR. — TRI VREIZAD YAOUANK


Eur bern tud, deut aman kalz anê da zevel o fri, a zeblant souezet o welet kement a zoudanenno ; marteze ne zo c’hoaz digoueet gante gwelet hini ebet. Mes unan anê en em lak da hopal « hip ! hip ! » Ha kenkent an oll da zistagan : « hourrah ! hourrah ! » gant mouezio gouest d’hon spontan. Koulskoude n’ê ket dre zismegans evidomp ec’h eo bet savet an huchadeg-se : « Er c’hontrel, eme an otro Poullin, eur merk eo eus an digemer kalonek a zo c’hoant d’ober d’ac’h. » Gwir a lare, evel m’hon deus hen gwelet aboe, meur a wej.

En Hotel Tudor ive ec’h ê dereat meurbet an oll en hon c’henver. Serviji a rêr d’imp ouz tôl bevans ôzet herve giz Frans, ha n’ê ket herve giz Bro-Zôz. Ar Zôzon a laker d’ê war ar memes plad (unan ledan) an daou, pe an tri, pe ar pevar meuz, o deve da zibri : elec’h bara, avalo douar poac’het en dour, elec’h jistr pe win, te mesket gantan lêz,

pe dour.

4.