Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

a Bontreo, eur pôtr yaouank hag a labour en eun ti-bank en Londrez hag a anavean ervat dre m’am eus grêt skol d’ean e kolaj Gwengamp. Meur a wej e tigoueo d’ean bean hon ambrouger, hag ive hon juben (interprète), rak hini bet ac’hanomp n’anave ervat na Londrez nag ar zôzneg. Nebeud a c’hallegerien ’zo en Londrez, nemet en karter Leicester Square (Iennet skouer) e vefe. Ha c’hoaz e tisplij d’imp tremen drezan, dreist oll an noz, dre ma n’ê ket brudet gwall vat : eur vez evidomp, Fransizien, eur vez siouaz hag a renkfomp he lonkan ouspenn eur wej. E stal ebet, nemet en eur stal eus Leicester-Square, n’eo koueet ma daoulagad war dreo hag a dle an den onest trei diwarne. Diabarz an diskoueadeg gall-zôz n’ho peus ket ezom kennebeut da c’houlen diganimp pelec’h hon deus renket tremen buanoc’h ha ’n eur blegan hon fenn : en eur gir, mad a rafe hon c’henvroiz Frans ha, ken koulz hag i, hon c’henvroiz Breiz, dont da skol ar Zôzon evit diski lakat honestiz en o buegez, da vihanan en o buegez a-ziavez.

Pac’h on krog da bronan tud ma bro ’n eur gomz eus an doare ma c’houzer en em delc’hen duhont, ec’h ê koulz d’in peurdiskargan aman ma c’halon ha laret n’em eus ket gwelet eno eun den meo. C’hwi hoc’h-unan na vefet ket souezet gant se, p’am mo roet d’ac’h da c’hôut e zo eno da vihanan dek gwej nebeutoc’h a hostelerio evit en hon farouzio Breiz. Lod anê zoken na werzer ket enne eun daken evaj krenv : ober a rêr anê hostelirio a demperans. Ac’hanta, Bretoned ha Bretonezed, — ya ha Bretonezed, — petra a laret-hu diwar-ze ? Sevel a raje, kwita ? c’hoari gaer ha garm en ho touez, ma teuje ho kouarnamant da deurel e traou