Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

tra evel en Pariz ; an hini-all avat n’ê ket. En heman ec’h ê izel an tier : daou estaj d’ar muian. Regennet int evel eur voger hag oll hanval an eil ouz egile. En em c’harter ec’h ê evelse. Memes tra aman e zo muioc’h a ruio ledan evit en Pariz. Muioc’h ive a liorzo, darn anê bras bras, ha muioc’h a virdio.

Hag an dud eta ? Ar re-zeo a zo reo ! Er mare-man e plij d’ê ar Fransijen. Met ne blij ket d’ê ar Brusianed nag an Italianed nag ar Rused. Oll ec’h ouzont laret en galleg evellen : « Parlez-vous? Oui, oui ! » Parlez petra ? Ma fe, et da welet !

Dre drugare eun otro eus Cymri, em eus kavet eur skol gymraeg hag eur skol iverzoneg, ha setu stad ennon. Taer gwej ec’h on bet er skol gymraeg, ha fe (n’ê ket evit kemer lorc’h) kompren a ran dija mad a-walc’h. Mar keret, e welfet n’ê ket dies diski kymraeg. Goulennet an alc’hwe ho po ezom da gât digant an otro Diverrez pe digant an Tad[1] ive, hag e vo roet d’ac’h.

An iverzoneg a zo brudet da vean gwall diês da diski dre al leorio. Met pa glever komz, ec’h ê ezet a-walc’h. Ar skritur anean a zo dishanval diouz al lavar. Setu aman eun tamm[2] : kâd e chinn ? = petra eo heman ? to ché liawar = eul leo eo ; brichti = brago ; karou = (eur) c’hart. Breman girio hanval ouz ar brezoneg : dou = du ; glas = glas ; dorn = dorn (serret) ; liawar = leor ; deuras := dor ; ageus = hag ; kinok = gwenneg ; rêl = real, rêl ; en = unan, eun ; do =daou ; tri = tri ; kle = kleiz, kle, hag all.

Digemeret mat ec’h on bet bepret gant ar skolaerien er skolio-ze . Pa oan êt gant Andre da lakat ma hano evit ar skol almaneg, e komzas hen evellen ouz

ar skolaer : « Me am eus c’hoant da diski almaneg.

  1. An Tad Camenen, eman war e gont ti ar vreuriez La Bretagne.
  2. O vean n’eus ket en moulerezio Frans lizerenno iverzonek, e vo skrivet aman ar girio herve an doare ma teuont gant ar vouez.