bara hag amann. Da nav heur e stagan da labourat betek eun heur. Goude e labouran adarre betek c’hwec’h heur. Neuze e tebran ma c’hoan dioustu evit mont d’ar skol-noz.
Aman e ve debret treo iskiz. Da greiste, e ve roast-beef (lennet rost-bif), da laret eo eur pikol tamm kig ejen, gant patatez ha kôl, pe hariko glas, oll war ar memes asied, ha goude e ve pouding. Met aman e leront pouding eus an oll dreo : riz, simoul, bara gant bleud ha lêz, yod, oll int pouding. Dour ve evet. Met ar bara na ve ket gwelet al liou anean. A-wejo ’ve groet saladen gant tammo konkombr, ognon ha romen, laket er gwinegr. An eoul na ve ket klevet kozeal anean. Kalz a besked a debrer ive, pesked leun a drein hag a uo, ha laket var eur gwele greun pebr. Me na blij ket d’in ar pebr : setu e ven em bleud eno ’vat !
Ar Zôzon n’anaveont ket, evit laret, ar zouben nag ar yod hon de dre du-man. Met e-kichen da ze ec’h anaveont treo fall daonet, ya ’vat. Lakat a reont delio sôz-munut ebarz ar patatez. An hini n’eo ket mat e galon na vefe ket pell o tisteurel diabarz e gov, bouello ha tout. Ober reont ive chaous gant gwinegr ha bom (menthe) da lakat war ar c’hig. Eur bern « Pickles » a ve debret c’hoaz. Ar re-ze a zo bep sort glazur laket er gwinegr, an aliesan kôl ru troc’het a dammigo ! Ar meuz-se na ve ket re fall.
Mont a rêr a-grenn enep d’ar wirione pa larer en Bro-C’hall e tebr ar Zôzon kalz a voued. Evit herve ’m eus gwelet, ne debront ket gwall galz. Met ret ê d’in laret d’ac’h ive ec’h ê arabat barn an oll Zôzon diwar ar pez a weler en ti eun toullad Londreziz hepken.
Ar gêr-man a zo dihanval a-walc’h diouz Pariz. Aman ec’h ê grêt an oll dier gant brikez : n’eus nemet ar monumancho a gement na vent ket.
Daou rann a zo ive, sanset, er gêr-man : rann ar binvidien hag ar gonversanted, ha rann ar beorien hag ar vicherourien. An hini kentan a zo kazi memes