Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

— Almaneg ? — Ya, Almaneg. — Almaneg ? Sôzneg eo ’n hini ho peus c’hoant da laret. — N’ê ket. Almaneg ! — Damen ! c’hwi ’zo alman » eme ar skolaer, a zonje d’ean e oamp Prusianed ; rak an doare ma pouez Andre war ar sillabenno en em zant eun tamm eus doare Almaniz.

Eur wej-all, pa oa êt d’an espozision gall-zôz[1], e oa bet kemeret evit eun Tuniziad, abalamour ma nevoa laret d’eun Arab : « Essalam alek ! — Alek essalam, eme an Arab. Petra ? C’hwi a zo bet en Tuniz ? — N’on ket, ’me a zo Zôz. — C’hwi zo Zôz ? N’oc’h ket laouen. Sellet ouz ho poto. » Andre a oa gantan boto-lêr bego moan, bet prenet en Pariz, hag an Arab an nevoa tôlet ple ne oant ket boto Zôz.

Pa oan bet me o lakat ma hano evit ar skol iverzoneg, e oan bet digemeret gant eun Iverzoniad. Ha me da laret d’ean en sôzneg : « C’hoant am eus da diski iverzoneg. — Mat, emean ; iverzoneg a gomzet ? — Ne ran ket. — Marvat oc’h Iverzoniad ? — N’on ket. — N’oc’h ket Sôz ive, geo ? — N’on ket — Parlez-vous français ? — Oui. — Est-ce que vous êtes Breton ? — Oui. — Ah ! J’ai eté trois ans dans le Finistère à Concarneau. J’ai un nom bien breton : Kilen (an hano-ze ave skrivet Keelan dre aman)…

Sell, sell… ’Meuz aon eman ar vougen o tiredek warnomp. N’on ket re souezet. An delo-man e ve eur vougen denv bep beure hag a ve debret gant an heol ’benn eun heur goude kreiste. A wejo, herve klevet, e ve ken tenv ken n’hell ket an nen gwelet e dreid.

Eur gir c’hoaz diwarbenn ar Zôzon. Gwall bôtred int pa ve meneg da c’hoari foot-ball[2]. Met pa gomzer eus labourat pe studian… n’eus den. Aman n’ê

ket disket an dud, pe, da vihanan, mar zo tud disket

  1. Renet he deus en London er bla 1908, epad an hanv.
  2. Lennet fout-bôl. Ar c’hoari-ze a zo damhanval ouz ar vellad pe ar c’hoari ’vell, a oad sot gantan en Breiz-Izel n’eus ket c’hoaz gwall bell.