Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

an otro Louiz Weisse, eur Parizian a wad rik, da ziski ar brezoneg.

Setu, ’vit-se, e fin ar bla 1907, êt Andre da Londrez evit kriski e ziskamant ’n eur veaji : kavet an devoa eno eur plas da labourat evel micherour. D’e dro e toullas eno evit e genvroad Marcel, ha heman o vont davetan eun nebeud mizio goude. Pa vin arru en Londrez, e welin anean hag e komzfomp, hen eus Londrez, ha me eus Breiz. Mes, da c’hortoz, e fell d’in lakat aman al loden vrasan eus al lizer a skrivas, eur pennad goude ma distro, ar 7et a viz here, d’e vignon Weisse. Heman a ziskoeas e lizer d’am breur, hag a roas otre d’ean d’e gas d’in da lenn. Hen lennet am eus, mes gant kement a blijadur ma ’m eus goulet, me ma-unan, digant Marcel otre d’hen lakat dindan lagad ma lennerien. Bet am eus ma mennad. O vean m’eo skrivet al lizer en brezoneg, n’am mo netra d’ober nemet hen diskrivan.


Londrez, ar 7 a viz here 1908.


Ma mignon ker,


Hirie ar beure am eus bet ho lizer. Daleet eo bet gant ma dianneadeg. Ho lizero a ra d’in atao kalz a blijadur, a c’hellet kridi, hag ho trugarekât a ran evite. Setu ec’h an da skrivan d’ac’h eun tammig lizer en yez ma Mamm-vro Tredrez, evit rei d’eoc’h eun tanva eus ar yez binniget-se…

Penôs, emeoc’h-c’hwi, e vevan aman ? Fe dam doustek ! drol a-walc’h. Da gentan ec’h ê ret d’in laret d’ac’h ec’h on o labourat en eun ti a ve grêt ennan gweturio otomobil : skrivagner ec’h on eno. Fe vat, ma labour a zo, war bouez nebeud a dra, ar memes hini am moa d’ober ’ti Michelin. Deus ar beure e savan wardro c’hwec’h heur hanter, ha dioustu e tebran ma dijuni ; eun tasad te gant lêz ha