Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

ha daou bez lojeiz en traou, ha diou gambr e-krec’h ; ar gegin a-dre en eur skiber stag ouz an ti.

An dud a chom er sort tier a ve micherourien, pe skrivagnerien. A wejo zoken, konversanted hag eman o stal e-kreiz kêr. Dre ma zo, er c’hêrio bras da vihanan, kiri a bep sort evit mont ha dont, ha kiri hag ac’h a buhan, e c’heller labourat pell diouz ar gêr hep diêzamant.


§ XXIX. — EUL LIZER A-BOUEZ SKRIVET GANT EUR BREIZAD DIWARBENN DOARE BEVAN LONDREZIZ.


Meur a dra am eus c’hoaz gwelet ha klevet laret diwarbenn doare bevan ar Zôzon. Mes elec’h rei d’am spered ar boan d’hen reizan evit ma lennerien, e kemeran, diwar eul lizer skrivet gant eur Breizad a zo o chom en Londrez, treo reizet ha tout. Seulvui o devo a dalvoudegez, ma vefont servijet tomm ha tomm.

Marcel Gros, an hini ec’h an da rei d’ean ar gomz, a zo ganet en Pariz breman ’zo triwac’h vla. Mes, o vean ma oa e vamm eus Tredrez, ec’h ê bet savet en ti e dud koz er c’horn binniget-se eus douar Breiz-Izel, ha dre-ze en deus disket ar brezoneg a vihanik.

Distroet da Bariz evit gonit e vara, n’en deus ket lezet e vrezoneg en Breiz. Dalc’het an deus d’hen komz er gêr vras ar muian ma c’halle. Gallout a rê zoken hen ober bemde dre ma veve gant eur Breton-all, eun Tredreziad eveltan, e hano Andre Bouget.

Mes hep dale e pleustras Bretoned-all, en o zouez Eugène Le Clerc, unan eus ma breudeur. Kaeroc’h ’so : sikour a reas unan eus o mignoned,