Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

ker d’ar Zôzon sevel ha delc’hen en o zav eur bern uzino.

Evelse ec’h impli Bro-Zôz kalz a divrec’h. Koulskoude n’eus ket eur vro hag e vefe enni muioc’h a dud dilabour. Perak ne larfen ket « muioc’h a bevien » ? Ne larfen nemet eur wirione. Ha pesort pevien, ma Doue ! Du, ken ec’h int. Eun drue o gwelet. Kalz truezusoc’h o stad evit en bro-all ebet. Hag en kêr ê e klaskont labour : war ar mêz, o vean ma lezer an douar da ziskwizan dindan peuri, n’eus kazi tôl-labour ebet d’ober.

Gwel a refet e vo ret d’ar Zôzon, ha ne vo ket pell, sevel diwar ar c’hêrio, a zo deut da vean re vras, evel c’hweet da greuvi, evit goulen digant ar mezo peadra da labourat ha, war eun dro, bevans ha yec’hed.

Ni n’hon deus war hon hent, etre Folkestone ha Londrez, kêr mentek ebet, pe gentoc’h kêr ebet hag he defe kalz a dud. Rak en Bro-Zôz ec’h a kalz a blas gant an tier. N’int ket uhel : eun estaj hepken, gant eul liorzig koant arôk hag eur porz a-dre. Hag oll, ouz o gwelet eus an hent-houarn, ec’h int hanval an eil ouz egile, da vihanan ar re anê n’emaint ket e kreiz kêr hag a zo neve zavet.

Eur memes perc’hen ec’h ê d’ean alies eur ru a-bez, dre ma zo aman tud pinvik-brein. Pa varv eun tad, ne ve ket lodennet e vado : d’ar bugel henan e vent oll ; heman a ro d’ar re yaouankoc’h eun dra bennak evit o zikour d’en ern dennan.

Braoc’h ê bevan en tier bihan ru a gomzan anê evit en tier uhel a gaver en kêrio Frans ha dreist-oll en kêrio an Amerik. Bet on ebarz unan anê, e Cardiff, hag em eus kavet ennan pep tra ’n e lec’h ha pep tra mistr ha koant. Eur c’hao dindan ; eur vinz vihan da zevel en ti ; eur vannel